Kaozeal:Litotenn

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant 2.13.214.63

Litotezenn? Evel karotezenn? pe litotenn? Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Meu 2015 da 16:58 (UTC)Respont

Ur goulenn mat… N'eus dave ebet d'am soñj. Setu deomp da welet. "Litotenn" diwar ar galleg, ar spagnoleg, ar c'hatalaneg ha me oar ? Pe "litotezenn" diwar ar gregach a orin, ha tostoc'h d'ar saozneg ha d'an alamaneg ("litotes") ? Sañset n'eus ket droed da gaout intrudu er wiki : ret chom boud war meur a dachenn neuze ? Laoskomp un tamm dale d'an traoù… Po'low (kaozeal) 9 Meu 2015 da 17:57 (UTC)Respont
N'eo ket ret selaou kement siklezon a vez o tont a bep tu. Tud vras omp, ha gouest da gaozeal ha da arguzenniñ.
Bez e c'haller sevel ur pennad, ha kemmañ goude diouzh an ezhomm. N'eo ket ret hastañ kemmañ.
Peurvuiañ e vez brezhonekaet an anvioù traoù (fetis pe nann) gant -enn. N'anavezan ket skouer ebet en ezenn evel bananezenn avat, nemet frouezh. Marteze e vez kaoz eus traoù evel-se e Diwan? Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Meu 2015 da 18:18 (UTC)Respont
Kavet e "Dielfennerezh lennegel-Geriaoueg galleg-brezhoneg" savet gant Daniel Doujet :
litote (tournure consistant à faire comprendre le plus en disant le moins) : litotenn b -où :: goudaolad g -où. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 9 Meu 2015 da 18:41 (UTC)Respont

litotenn ivez eo pezh a blij din ar muiañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Meu 2015 da 19:06 (UTC)Respont

Kentoc'h eget kalsk brezhonekaat ur ger gresianek pe e stumm gallek, gwelloc'h eo mirout ar gerioù brezhonek a zo dija, hag a zo meneget er pennad : mouskomz (petra bennak ma'z eus meur a ster d'ar ger) ha goudaolad/goudaoliñ, a zo testeniekaet e geriadurioù, koulz brezhoneg-brezhoneg ha galleg-brezhoneg. 2.13.212.89 9 Meu 2015 da 20:31 (UTC)Respont

Diskan Edgar, ne vern dindan peseurt IP, se zo kaoz e vez anavezet diouzhtu.

  1. Pajennoù kaozeal zo graet evit kaozeal.
  2. Gerioù ar geriadurioù zo bet meneget dija.
  3. An holl (nemedout) a oar ez eus ouzhpenn geriadurioù, evel m'en deus diskouezet Prielad d'ar re o defe ankouaet.
  4. Kement den en deus un empenn n'en deus ket ezhomm da c'houlenn aotre digant ar spazherien-spered d'en implij.
  5. Petra zo gwell :
    • ur ger implijet da vat, hervez an testeni, nemet n'emañ ket e geriadur ebet (daoust ha distaget e vo ar chas war ar skolveuriad a gred ober seurt torfed?),
    • pe ur ger zo er geriadur diwezhañ nemet ne vez implijet gant den nemet Edgar (ha c'hoazh, e peseurt skrid? dindan peseurt anv)?

Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Meu 2015 da 06:26 (UTC)Respont

Litotenn, meneget gant Daniel Doujet, a gavan mat a-walc'h. --Llydawr (kaozeal) 11 Meu 2015 da 17:49 (UTC)Respont

Iskis! n'emañ ket e geriadur Edgar, ha koulskoude e vez implijet! Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Meu 2015 da 18:23 (UTC)Respont

Demat deoc'h, Litotenn eo a gaver ivez e-barzh geriaoueg Diwan al LENNEGEZH http://www.brezhoneg21.com/resources/geriaouegou/LENNEGEZH.pdf. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Meu 2015 da 07:28 (UTC) Traoù iskis a gavan e-barzh a-wechoù : klotenn-son , assonance. me grede e tenne an holl glotennoù d'ar sonioù? Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Meu 2015 da 08:00 (UTC)Respont

Ya, furoc'h eo en em renkañ a-dreñv banniel al litotenn… Ha koulskoude al litotezenn a c'helle rimañ gant ar vetatezenn, an diairezenn, ar garrezenn hag ar gostezenn…

A-hend-all, nullañ a ran daou gemm bet degaset hep gwir abeg d'am soñj :


Dav eo distreiñ d'an dareulerezh :

LITOTE ♦ Figure de rhétorique qui consiste à atténuer l'expression de sa pensée pour faire entendre le plus en disant le moins. — Le Petit Robert de la langue française

Gwelit ivez Dictionnaire de rhétorique, taolenn niv. 13, p. 29.
Anat eo ivez ez eo ar frazenn "Marteze e kaver ar memes tro e pep sevenadurezh" unan nann-hollouziadurel, pa ne c'haller ket lakaat martezeadennoù en un holloueziadur hep menegiñ daveenn pe zaveenn. Un eil meno n'eo ket, ur vartezeadenn disol e chom. 2.13.214.63 13 Meu 2015 da 16:57 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Litotenn".