Kaozeal:Maria Ana de Bragança (1843-1884)

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Petra sinifi "ebenda" a gaver meur a wezh war ar bajenn-man ?

en alamaneg, ken koulz hag ibidem e latin, d.l.e er memes lec'h. Kadbzh (kaozeal) 18 Her 2016 da 16:21 (UTC)Respont

Goût a ouie ar goulenner masklet (2.12.216.187 IP e urzhiataerez) petra a dalv "ebenda" moarvat. Un doare dieeun da ziskouel e oa bet lezet ur ger alamanek er pennad boulc'het gant an implijer Bianchi-Bihan marteze ?... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 18 Her 2016 da 16:40 (UTC)Respont

Ya, ma brasañ plijadur eo reiñ tro d'am brennigenn d'ober goulennoù fin, dezhi da ziskouez e vez atav war evezh. Vad a ra gwelout ken feal pegasenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Her 2016 da 16:52 (UTC)Respont
Ne lenner ket ar ger "gwezh" skrivet gant ur bern tud amañ... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 18 Her 2016 da 17:58 (UTC)Respont
Ur goulenn gros ar wech-mañ : ne gomprenan ket mat penaos ar Maria Anna-se, marvet e 1884, a zeuas da rouanez Sachsen pa ne zeuas da roue he fried nemet e 1902… Po'low (kaozeal) 18 Her 2016 da 19:07 (UTC)Respont
Ur goulenn speredek eo hennezh. Priñsez e oa, gwreg d'ar priñs susitour Georg, diouzh a lenner er Wikipediaoù e yezhoù all. --Llydawr (kaozeal) 18 Her 2016 da 20:39 (UTC)Respont

Rouanez eo er wikioù katalanek ha spagnolek ivez, e-lec'h ma n'eus ket tud ken speredek evel amañ, war-bouez an dioded eveldon evel-just. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Her 2016 da 04:51 (UTC)Respont

Re vuan 'peus lennet marteze : "que pudo ser la reina consorte de Sajonia de no haber fallecido antes" a lenner er Wiki spagnolek (he dije gallet bezañ rouanez kenseurt Saks ma ne vije ket marvet a-raok). --Llydawr (kaozeal) 19 Her 2016 da 06:57 (UTC)Respont
Gwir, met ar fazi a oa bet graet a-raok bout reizhet ivez : https://es.wikipedia.org/w/index.php?title=María_Ana_de_Braganza&direction=next&oldid=64147139, ha chomet eo Maria Anna de Portugal, reina de Saxònia er wiki katalanek... Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Her 2016 da 07:46 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Maria Ana de Bragança (1843-1884)".