Kaozeal:Mark Kerrain

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Arko e kaozeadenn Piv eo "Juan Maria"?

Marteze eo diaes ober eus Mark Kerrain ur skrivagner. Ne gav ket din e vije bet skrivet gwall dra gantañ e-keñver lennegezh. Ur c'helenner hag ur pedagogour eo kentoc'h. Troet en deus bet tammoù traoù ivez. --Fulup 15 Meu 2006 da 20:27 (UTC)Respont

Piv a zivizo pegement a baber zo da zuañ, ha gant petra, evit bezañ skrivagner? Ha petra eo un den a skriv ha n'eo ket skrivagner? E-touez an displegadurioù a c'haller reiñ d'ar ger, hemañ: un den en deus graet ul levr; unan all: un den a ra levrioù. Adalek daou neuze, ma n'eus ket tra-walc'h gant unan. Danvez urpennad er wikipedia. Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 22:10 (UTC)Respont

  • Ne lavaran ket n'eus ket danvez ur pennad amañ diwar-benn Mark Kerrain. Soñjal a ra din hepken e reer skrivagner eus tud a ra lennegezh ha mat pell zo. Gallout a c'haller skrivañ levrioù hep bezañ ur skrivagner evit kelo-se. Favereau a laka ar c'hemm, gant gwir abeg da'm meno, etre skriverien ha skrivagnerien. Emañ M. Kerrain da vezañ renket e-touez ar rummadoù troourien, emsaverien, yezhoniourien pe pedagogourien marteze (daoust ma ne blij get ar ger-mañ dezhañ) met ne renkfen ket anezhañ e-touez ar rummad skrivagnerien ha ne implijfen ket ar ger-mañ evit deskrivañ anezhañ hag e labour.

--Fulup 30 Meu 2006 da 22:21 (UTC)Respont

Danvez ur pennad, evel a lavaren. Ha Favereau? ha Oillo? lakaet int da skrivagnerien er wiki gallek a gredan.Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 22:50 (UTC)Respont

Piv eo "Juan Maria"?

kemmañ

Kavout a reer er pennad-mañ: "barzhonegoù gant Baudelaire, Laforgue, Juan Maria" Piv eo ar Juan Maria-se? Neal (Kaozeal) 4 Du 2007 da 15:19 (UTC)Respont

fr:Juan María Lekuona marteze??? --Arko 4 Du 2007 da 16:25 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Mark Kerrain".