Filip Oillo

skrivagner brezhonek
(Adkaset eus Oillo)
Filip Oillo
Filip Oillo
Filip Oillo e 2008
Anv ofisiel Philippe Oillo
Obererezh Skrivagner, troour
Ganedigezh 1956
e Gwened, Bro-Wened Bro-Wened, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz e 1995

Priz Pêr Jakez Helias e 2022


Filip Oillo zo un emsaver hag ur skrivagner brezhonek.

Ganet e 1956 e Gwened, en ur familh gwriziennet e Teiz e Bro-Wened Uhel, met tremen a reas e yaouankiz en Aljeria hag e Senegal, ma teskas wolofeg. Brezhoneg ivez a zeskas gant e dud-kozh, ha goude e-unan, en ur genderc'hel gant e studi, eus Dakar da Bariz ha da Dolosa ma tapas e ziplom ijinour e Skol Vroadel an Nijerezh.

An Emsaver

kemmañ

Deuet da Vreizh e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, e kemeras perzh e savidigezh skol Diwan Landerne hag e Gouelioù Kann al Loar, ur gevredigezh a voe prezidant anezhi e-pad 10 vloaz.

E Burev Diwan Breizh e oa bet e-pad pell. Pa soñje dezhañ e oa Diwan o vont da goll hec'h ene e roas e zilez eus ar burev war un dro gant Daniel Kernalegenn, Mari Madeg ha Dora Vargas pa voe anv a sinañ un emglev gant ar Stad c'hall a-benn enframmañ Diwan en deskadurezh Stad dindan renerezh Andrew Lincoln, prezidant Diwan da neuze.

E Kuzul-merañ Ofis ar Brezhoneg e oa bet (2006).

Ar Skrivagner

kemmañ

Apokalips 9, e zanevell gentañ, a voe embannet e 1988 e-barzh Al Liamm. Re all zo bet war he lerc'h: Alc'hwez ar Baradoz, Sant Emilion Da Virviken, Al Loman dizanv, Palankin ar Seizh Plijadur Warn-Ugent....

E 1994 e teuas er-maez kentañ levrenn un droidigezh diwar spagnoleg ar XVvet kantved, levr-bourzh Kristol Goulm (Levr bourzh ar veaj kentañ, levrenn gentañ, Al Liamm).

E 1996, e voe embannet gant Al Liamm, e romant kentañ, Blaz an holen, ac'h eas ar Priz Langleiz gantañ e 1995, istor un den eus kornad Brest hag ac'h a da veajiñ eus Bro-Wened da Goumbala, ur vro faltaziet eus Afrika du.

Disklêriet e oa bet gant an oberour e teuje ur romant all, C'hwezh ar pebr, war-lerc'h. Met n'eo ket deuet er-maez c'hoazh.

E 2021, ec'h eas Priz Danevelloù Ti-Kêr Karaez gant e zanevell Ar Sushi Disoursi, embannet e 2020 e-barzh Al Liamm.

E 2021, e voe embannet gant Al Liamm e eil romant, Dindan ar bili, an traezh, ac'h eas gantañ kentañ Priz Pêr Jakez Helias e 2022, un istor karantez hag a gas ur Breizhad da veajiñ betek Katalonia.

E skridoù

kemmañ
  • Levr bourzh ar veaj kentañ, Al Liamm, 1994, ISBN 2736800397
  • Blaz an holen, Al Liamm, 1996, ISBN 2736800494, adembannet e 2017, Priz Langleiz 1995.
  • Dindan ar bili, an traezh, Al Liamm, 2021, Priz Pêr Jakez Helias 2022.
  • Danevelloù : Apokalips 9, Alc'hwez ar Baradoz, Palankin ar seizh plijadur warn ugent (embannet dindan an anv Palankin ar seizh Eurusted warn ugent), Sant Emilion da virviken, Al loman dizanv, Ur stand en ur gouel (ur skrid-testeni diwar-benn Ronan Huon), Margarid, Ar Sushi Disoursi (Priz Danevelloù Ti-Kêr Karaez 2021).
  • Pemp dorn d'ar maout, Al Liamm, niv. 357, 2006, romant polis savet asambles gant Frañsez Favereau, Yann Gerven, Goulc'han Kervella ha Stefan Moal.