Kaozeal:Medimnenn
Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Iskisat : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Medimnenn&type=revision&diff=1752241&oldid=1752212 : penaos e c'haller skrivañ "n'eus ket eus ar ger medimnenn"? un dislavar zo dija er frazenn. Ar wirionez eo ne blij ket d'al Lagad Zoltec. Kement-se a c'hoarvez da dud all, hag an den fur na blij ket ger pe c'her dezhañ (lakaomp sinagogenn pe gerontofiliezh), n'eo ket ret dezhañ ober ganto, ha ma tisplij dezhañ e c'hall zoken hen lavarout, ha displegañ perak, ouzhpenn, ne blij ket. Met mont re bell, war an digarez-se, eo difenn ouzh ar re all ober ganto. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mez 2017 da 11:28 (UTC)
- Mourieg? http://ipleak.com/ip-address-lookup/92.135.65.30 Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mez 2017 da 11:59 (UTC)
- Medimnos> medimnenn, nýmphē > nimfenn, obolos> obolenn, pyramis / pyramides>piramidenn, ha kant all evel-se... Ar gerioù-se zo anezho, peogwir int savet reizh ha peogwir e vezont implijet, ha n'eo ket peogwir emaint en ur geriadur : an abeg zo a-raok an efed. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 05:43 (UTC)