[[Restr:2 Ionian oboli 1819.jpg|thumb|upright 1.4|Obolenn 34 mm he zreuzkiz, Stadoù Unanet an Inizi Ionian, 1819] An obolenn[1], a oa ur pezh moneiz a veze en implij en Henc'hres. Implijet eo bet ivez en Europa ar Grennamzer, e Bro-C'hall betek an Dispac'h Gall hag en Impalaeriezh Breizh-Veur betek an XIXvet kantved.

Obolenn 12 mm he zreuzkiz, poltred Demetrius Iañ (Rouantelezh Baktria) warni (c.' 190 kent J.-K.

Gerdarzh

kemmañ

Diwar an henc'hresianeg ὀβολός obolos, ὀβελός obelós, ὀβελλός obellós, ὀδελός odelós, "ivinenn", "tammig metal".

Moneiz

kemmañ

Pezhioù moneiz kozh eo an obolennoù. Er penn-kentañ, hervez Ploutarc'hos ([[c. 46c. 125), e oant tammoùigoù kouevr pe arem a veze nevidet dre o fouez : 6 obolenn a yae d'ober un drachma "un dornad", da lavarout eo 4,31 g en Attika ha 6,3 g en Aigina[2],[3].

 
Obolos e stumm barrennoù – Midi ar Moneiz, Aten

Furchadennoù en Argos, unan eus henañ kêrioù ar bed, a zegasas er gouloù dousennadoù eus an obolennoù kentañ, hag a zo koshoc'h eget 800 kent J.-K. Gant an henoniourien e voent deskrivet evel "rikoù moneiz" kentoc'h eget pezhioù moneiz, pa ne oant ket kognet ha ne oa anezho nemet tammoù metal na servijent ket da fardañ traezoù[4].
Hervez Ploutarc'hos bepred e oa e Sparta obolennoù houarn e stumm barrennoù, evit ma vefe diaes berniañ pinvidigezhioù[5].

En Aten e veze eskemmet obolennoù e stumm pezhioù moneiz arc'hant, hogen ret e veze bepred kaout 6 obolos d'ober un drachma ; pezhioù 2 obolenn ha 3 obolenn a oa ivez, anvet diobol ha triobol. Un obolenn a dalveze 8 χαλκοί khalkoí, "kouevrenn.

Lidoù kañv

kemmañ

Sebeliet e veze ar re varv gant un obolenn en o genoù, evit ma c'hellfent goprañ Haides da dreuziñ ar stêr Ac'heron. Hervez ur vojenn, kondaonet e veze ar gerent re baour pe re bizh evit paeañ da gantren war ribl ar stêr e-pad kant vloaz.

Da unanenn evit pouezañ traezoù e talveze an obolenn ivez, koulz en Henc'hres hag en Impalaeriezh roman.[3]

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur istorel ar brezhoneg.
  2. Ploutarc'hos, Les vies des hommes illustres – Vie de Lysandre, troidigezh gant an abad Dominique Ricard, 18868 — Lenn en-linenn
  3. 3,0 ha3,1 Evit gouzout hiroc'h, gwelit ar pennad Reizhiad unanennoù henc'hresian.
  4. (en) FOKKENS, Harry & HARDING, Anthony : The Oxford Handbook of the European Bronze Age, Oxford University Press, 2013 (ISBN 978-0199-57286-1)
  5. Ploutarc'hos, Vie de Lycurgue - 9