Kaozeal:Mell-droad
Diverket diwar Melldroad:
Orin ar Melldroad
kemmañA) Meur a c'hoarioù bolotenn aboe an henamzer
_Adkavet eo bet er bed a bez meur a c'hoarioù bolotenn dishenvel hag a c'helfe bezan e orin ar mell-droad a anavezher hiriv an deiz. Bez eus bet ur c'hoari bolotenn ha veze c'hoariet gant an Inkaed met a oa muioc'h ul lid sakr evit ur gwir c'hoari dre ma e oa lazet kabitenn ar skipailh a gole d'an doueed. C'hoariet e veze d'ar c'hoari se war dro ar bloavezhioù 1300 gant ur volotenn hag a oa graet gant kaoutchou c'hoariet e veze ivez gant an "anche" ha ket gant an troad evel ma veze graet e lec'hioù al er bed evel ar kemari e bro Japan. _Dishenvel mat eus ar c'hoari gwadeg a oa gant an Inkaed ez eo bet ar c'hemari ur c'hoari e lec'h ma n'eus den a zo trec'h a den ne vez trec'het c'hoariet e vez gant ur volotenn kroc'henn. Ur seurt lid relijiel ez eo ivez aman dre maz eo ret d'ar c'hoarierienn gwiskan ur sarv lid evit c'hoari. Met ar c'hemari a zo pell tre eus ar pezh a zo ar mell-droad a vreman dre ma ne veze graet nemet passoù etre an dud hep na gouezhfe ar vell war an douar. ne oa ket ret lakaat palioù met ober passoù da tud a oa oc'h ober ul c'helc'h. _Met ar c'hoari hag a zo bet an tastan eus ar pezh a teio da vezan ar mell-droad ha anavezher eo a dra sur ar c'hoari a veze c'hoariet gant ar legionerienn roman ar "calcio" chomet eo bev c'hoazh ar c'hoari se gant ar "calcio fiorentino" a vez c'hoariet c'hoazh a e Firenze. Ar c'hoari se a zo fommet brudet dre maz eo bet c'hoariet ur bartienn istorel pa e oa asiejet Firenze. Ar c'hoari se a oa ur c'hoari feuls tre e lec'h ma veze alies emganoù etre ar c'hoarierienn ken feuls eo deuet ar c'hoari se da vezan kemen maz eo bet difenet da c'hoari anezhan e diabarzh ar geriadenn. Adkavet e vez aman pal ar mell droad hag a zo da lakaat ar vell e rouedoù a zo lec'hiet e penn al an dachenn. Padall e vez c'hoariet ar sport se gant an daouarn pa e oa ar "calcio" orin c'hoariet gant an treid. Tu zo ivez ober il liamm anat etre ar "calcio" hag ar mell droad a hiriv dre maz eo anvet ar c'hanpionad mell-droad Italian ar Calcio
B) Bro Saoz orin ar c'hoari mell-droad
_Met bro ar mell-droad a zo abaoe pell bro Saoz e lec'h ma vez tu anavezhout meur a c'hoarioù bolotenn damm henvel d'ar mell-droad; daoust hag eo bet ar "calcio" degaset e bro Saoz gant al legionerienn roman un darvoud kazi sur eo met penaos eo emdroet ar mell-droad er bro se e vez kalz a orinoù dishenvel d'an istor se. E enezennoù Norzh bro Saoz e vez ur c'hoari hag a den eus ar mell-droad hag a vez c'hoariet er geriadenn a bez. Kavout a ar e orin en ul lejand " Tec'het en defe ur roue fall eus an enezenn evit nomp pas bezan lazhet met ur marc'hed bras en deus adpaket anezhan ha troc'het e benn dezhan evit mervel just goude bezan bet erruet en dro en e enezenn. Ar bobl leunn a droukrans evit an den marv en deus kroget da rein taolioù troad en e benn" Breman c'hoazh e vez garet ar c'hoari se e lec'h ma vez enebet meur a viliadoù ha c'hoarierienn. Alies e vez daou skipailh ho enebin ar er eus diabarz ar geriadenn hag ar er eus diavaezh ar geriadenn. Gouezhet e vez diwar an disoc'h ma vo frouezhus ar pesketan pe al labour douar ar broavezh man. Orin ar "Folk football" hag a zo a orin ar mell-droad a hiriv ha koll evel se e gwrizioù etre kontoù ha istor. Ar "Folk football a zo ar c'hoari pobl pouezhusan e bro Saoz e pad ar grenn-amzer met ken feuls ha difoutre a oa ar c'hoarierienn ken maz eo bet rediet ar roueed ASoz da difenn anezhan dre ma oa re a distrujoù dre ar c'hoari se.
Goude ar maread se eo doned blas ar c'hozh war ar c'hoari se hag n'eo nemet e pad ar reveulzi greantel ez eo bet adkavet ar c'hoari se. Adc'hoariet eo bet d'ar c'hoari se e penn kentan er "public school" dre ma oa ar krennarded ar familh uhel gant an tech fall dra distrujan ha da lakaat an tan er skolioù e lec'h ma oant hag en trawardroioù evit lakaat un harz d'ar feulster se ez eo bet lakaet e plas c'hoarioù e lec'h ma vefe bet tu d'ar skolidi dispignan a youl ha enep ar skipailh al dre ar c'hoari ha ket a enep an dud al hag an areberi. Pep "Public school o devoa o deoare c'hoari gant o reolennoù dezho o unan; ne savas kudenn ebet nemet paz eo bet an dud se rediet da kuitaat ar skol dre ma oant deuet da vezan gour.
C) Emdroadur ar c'hoari
_Ar c'hoant deze da c'hoari a gevred c'hoazh en deus lakaet anezho den em bodan evit komz eus reolennoù boutin a vefe tu lakaat e pleustr setu penaos eo bet krouet ar "Football Association" e 1863 krouet eo bet ar gevredigezh se e Liverpool en ostaleri Freemason aze e oa tu d a oa bet er "public school" evel reoù (Cheltenham, Rugby, Eton, Harrow, ...). Daou doare pennan a oa enebet aman an doare c'hoari eus ar skol eus "Rugby" hag a c'hoarie gant na dorn hag hini ar skolioù all hag a c'hoarie gant an dreid a benn ar fin en deus kuitaet ar bartizanet eus "Rugby" ar "football association" hag ez eus bet krouet daou sport dishenvel ar mell-droad hag ar rugby. Goude se ez eo bet graet ur c'hib bro Saoz e 1872 hag ur c'hampionnad e 1889 e lec'h ma kemere perzh ar c'hleubioù mell-droad ha oa bet savet diwar ar "public schools"; diorroet eo dreist holl ar sport se e rann ar gevredigezh uhelan da gentan met buhan tre ez eo deuet da vezan ur sport ha blije d'an holl diorroet eo ivez e bro Skoz ha dre se ez eo bet ar c'hogad etrebroadel kentan etre bro Saoz ha bro Skoz gwisket e oant gant ur roched gwenn evit ar saozon hag unan ruz evit ar skoziz bez e oa ivez ur chenchamant gwiskamant etre ar bonned a oa gant pep skipailh ( ne oa ket bet sonjet e vefe bet tu skein ar vell gant ar penn d'ar mare se) met ar pezh a zo bet an dedennusan er c"hogad se a zo bet dreist holl an doare c'hoari dishenvel tre a oa etre an daou skipailh ar saozon ho deus kroget ar c'hogad gant nav argader hag ne raet pass ebet klask a raent driblan dre ret, eus o du o deus graet ar skosiz passoù hag ez eo bet estonet meurbed ar saozon gant an doare se da c'hoari. Goude ar c'hogad se ez eo kemmet an doare c'hoari dre maz eo bet graet kalzh muioc'h a passoù etre ar c'hoarierienn penn kentan emdroadur ar mell-droad ez eo bet. Goude se ez eus bet un eil chenchamant bras er mell-droad hini ar renkadoù sokial pa e oa ar mell-droad a orin ur c'hoari evit ar renkadoù uhel eus ar "public school" ez eo deuet da vezan poblek hag ez eo bet gwelet se paz eo aet kib bro Saoz gant ur skipailh labourerienn eus Bolton, hiriv an deiz e vez gwelet c'hoazh ar chanchamant se dre maz eus tu gwelet e "First league" skipailhoù evel: Manchester United, Liverpool, Everton, Arsenal) ha zo savet diwar lec'hioù poblek e bro C'hall ez eus tu kemer skouer "St Etienne".
D) Emledadur ar mell-droad e Europa hag er bed a bez
_Goude ar maread skedus se e bro Saoz ha gant an treuzkas ha poblansoù ez eo bet kaset ar mell-droad e pep korn eus Europa hag ez eo bet degemeret diustu e pep bro evel ur sport poblek hag en deus dedennet tout an dud buhan tre. Penaos eo bet emledet ar mell-droad ken buhan en europa dre ar memes doare hag an hini en deus savet ar football association. Saozon o d'oa c'hoant kendec'hel da c'hoari memes ma'z e oant aet en estrenn vro dre ve ez eo bet savet skipailhoù mell-droad en tammig e pep lec'h ma oa aet an divroidi saoz e kerzh an XXvet kanvet.Goude se ez eo bet gwelet ur gwir youll etrevroadel evit ar mell-droad; N'ez eus nemet e bro Alamagn ez eo bet degemeret ar mell-droad gant ur youll kalzh bihanoc'h dre ma'z e oa ar boblans a bez enkelc'hiet er stummadur Nazi hag a rae eus e sport an embregerezh korf (ar pezh e vez gwelet mat tre er film "les dieux du stade" ne vez tamm mell-droad ebet pa e oa an holl broioù all memes Italia ha Spagn o degemmer anezhan evel ur sport diazezh. Evit tout ar pezh a den eus an traoù a vez gwelet ingal evel an transferioù ez eo bet un emdroadur gorrek tre a zo diorroet e pad ma oa ar mell-droad ur sport etre Bro Skos ha Bro Saoz. Evel se eo bet kaset ar mell-draod e pep lec'h er bed en ur kregin gant Bro C'hall goude se Italia ha Spagn hag un nebeut amzer goude ez eo bet degemret ar mell droad e pep lec'h en Europa. Goude se ez eo bet aztennet ar c'hoari se d'ar bed a bez. Tremenet eo dre ar broioù evel ar SUA e lec'h ma n'eo ket bet degemeret evel e bro c'hall dre ma'z e oa dija aze ur sport broadel hag a zo diorroet muioc'h mui: Ar basketball. E mod al ez eo bet degemeret ar mell-droad er bed evl ma'z eo bet e Europa da laret eo evel prins ar c'hoarioù skipailh dreistelezh ar broioù eus Amerika ar su war ar sport er mareadoù tremenet a zo disoc'h ur fenomenn kroget abaoe penn kentan an XXvet kanvet hag a zo emledadur ar mell droad war ar bed a bez.
E) Hag abaoe
_Diaes eo rentan kont eus istor ar mell-draod abaoe ar mare se dre ma'z eo kemmet buhan hag e lec'hioù dishenvel tre e nebeut a amzer donedigezh an dreist polarisadur war ar mell droad en deus kroget war dro ar bloavezhioù 50 goude an eil brezel bed. Goude se ez eo kemmet c'hoazh gant krouadur ar FIFA (Federation Internationnal du Football Amateur) hag strolladoù all evel an UEFA (Union Europeen du Football Amateur) laket eo bet reolennoù strizh ha resis evit kemmen dra a zo tu gwelet e bed ar mell-droad. Goude se an ac'hant lakaet er bed se en deus degaset an dizurzh a vez gwelet breman evel c'hoarierien paeet kalzh re ha tud hag a zeont betek paean evit gounid krogadoù ha gwasoc'h tud ha a dramm ar c'hoarierien evit uhelaat o live c'hoari kemmen tra hag a zo degaset gant ar c'hoarioù anvet "pro" sonjet eo bet ivez d'ur mare chench ar skipailhoù ne vefe ket bet mui skipailh Naoned a enep skipailh Roazhon met Adidas a enep skipailh Nike met daoust hag e vefe eus ar youll ken bras a vez gant an arpourien ma ne vefe ket ar c'heriadennoù hag a vefe o c'hoari an eil enep egile?
Boulek eo ar bellenn met plat eo an Douar...
kemmañ... Hervez ar FlatEarth FC e Madrid ! Ar choler (kaozeal) 17 Gen 2022 da 14:57 (UTC)