Kaozeal:Niveroniezh
Kenlabourer ker (Malo), Merzet em eus e arverez an termen "niver heboell" evit treiñ "rational numbers". Padal ar "poell" n'en deus mann d'ober er bed-mañ. Ar ger "poell" a c'hell reiñ ur gevatalenn da gerioù gresian evel al Logos (e ster ar ratio), al Logos (e ster al lavar), al Logos (e ster poell an ene hag ar spered). Gellout a reomp krediñ e kenglot mat ar gerdarzh. Met ne ra ket, rak "rational" a zeu eus an izellatin "ratio" o talvezout "feur".
Desachañ a rin da evezh war ar ger "kevanioù". Ma ne fazian ket e ranker kentoc'h skrivañ "kevanion". Hag evit abeg al liester ez on sur e vi oc'h heuliañ ac'hanon e lennadenn emglevioù Roazhon 1941.
Lezel a ran ac'hanout gant an evezhiadennoù-se. A galon,
Br. Niver feurek, kevan
kemmañKenlabourer ker,
trugarez vras evit da evezhiadennoù. En ur adlenn levrioù Jedoniezh Yann-Baol An Noalleg e 'm eus merzhet va fazi, emaon o vont da cheñch diouzhtu kement-se.
Mad a ra gwelout tud un tamm barrek war al load-mañ.
Ha gourc'hemennoù evit al labour a 'c'h eus sevenet war da bennadoù a-zivout an istor, ar jedoniezh, ar politikouriezh, al lennegezh, ar fiñveier hag ar prederouriezh.
A galon, Malo
Levrioù
kemmañN'eo ket tre levrioù an Noalleg nag e vrezhoneg a vez implijet er skolioù gant ar re a gelenn. Setu moarvat e vo meur a gemm da zegas er pennadoù-se n'eus forzh penaos. 82.253.121.102 10 Eos 2009 da 17:31 (UTC)
- N'eus levr jedoniezh sirius ebet estreget an hini-mañ ; mar kavez gwelloc'h, lâr din hag e heuliin.
--Malo 10 Eos 2009 da 17:55 (UTC)
- *An hini-mañ : brav, a-berzh an Arveriad:Malo hag a skriv war e bajenn An implijer-mañ en deus ur vestroni leun war ar brezhoneg pe a-vihanik e komz ar yezh-se. :D. --Hans Abherve (kaozeal) 20 Meu 2020 da 15:39 (UTC)
Termenoù jedoniezhel
kemmañAn termen "oberiadur" a zo tostoc'h d'ar Gl. "fabrication" (Yann-Baol An Noalleg, "Geriadur an Armerzh, ar C'henwerzh hag an Arc'hant", Preder 1995, p.84)pe "objet" (ibid., p.158). N'eo e seurt ebet un termen jedoniezhel.
An termen a ve tostoc'h d'ar Gl. "opération" a ve Br. "jedadur" (Yann-Baol An Noalleg, "Geriadur ar Jedoniez", Preder 2003, p.125) hag an termen "niñvadur", resisoc'h ha kalvezeloc'h hag a 'm eus arveret.
Kinnig a ran enta cheñch un tamm da frazenn : "Setu ar pevar jedadur boas (anvet niñvadurioù niveroniel en ur ster resisoc'h) a zo en niveroniezh"
- Oberiadur zo ober hag adur, ha Geriadur An Noalleg zoken (ha n'eo ket Bibl an holl) n'hall ket kemm an dra-se. Met n'in ket da dabutal war se: jedadur zo resisoc'h, ya.
- Niñvadur zo anavezet gant tud Preder marteze, met n'eo ket int a ra skol jedoniezh er skolioù brezhonek.
- Klasket em boa fraeshaat ur frazenn, met ma vez kemmet adarre war-zu an teñvalaat e laoskan an dachenn. Bianchi-Bihan 11 Eos 2009 da 06:20 (UTC)
- Evit ar pezh a lavarez a-zivout 'oberiadur' emaon a-du ganit ; ar Gl. 'opération' er ster jedoniel n'en deus neoazh netra da welout gant un 'ober' bennak, ne glask An Noalleg cheñch netra war va meno.
- A-du on ivez war ar fed n'emañ ket levr Preder ur Bibl ; gwazh a se n'eus levr jedoniel ebet estreget o hini e-lec'h n'eus ket a dreuzplakadur diwar ar galleg. Ar pennad anvet Aritmetik a oa mezhus a-fet brezhoneg, klasket e 'm eus kas anezhañ da vout brezhonekoc'h, hag a-benn fraeshaat an termenoù emaon o labourat war an holl liammoù a c'hellin ober, n'eo ket va amkan teñvalaat an dachenn, dreist-holl en un diskiblezh a-giz ar jedoniezh hag a zo luziet a-walc'h endeo.
- 'Rez ket biloù, sklaeroc'h e vo ur wech ar pennadoù echuet.--Malo 11 Eos 2009 da 15:16 (UTC)
N'eus forzh petra! Al lec'hioù nemete ma vez graet matematikoù eil derez e brezhoneg zo e skolajoù hag e lise Diwan, hag un nebeud reoù publik ha katolik, ha peseurt levrioù a vez implijet gante a gav deoc'h? Reoù TES. TES a dalc'h kont eus an dibaboù hag a zo bet graet gant ar re a implij matematikoù e brezhoneg evit gwir ha n'eo ket en ur bed ha n'eus ket anezhañ. TES ne ra ket gant an holl kinnigoù graet gant Kreizenn Geriaouiñ Diwan. Goude ma n'on ket gwall a-du gant an dibaboù graet gant KGD n'ajen ket betek lâret eo "mezhus". Evel-just eo ret klask gwellaat an traoù, en un doare kenemglev avat, o terc'hel kont eus ar pezh zo anezhañ da vat. Spontus e kavan e vije kinniget ur pennad evel-se war Wikipedia: ne ra den gant ar gerioù-se. Hag an dibenn-ger "-adur" a laka da soñjal e disoc'h an ober, ha n'eo ket e meizad an ober, an anv-verb a vije d'implijout kentoc'h, e-se: "ar sammañ, al lemel, al liesaat, ar rannañ". A galon Wikioñff (kaozeal) 24 Ebr 2018 da 16:41 (UTC)
Da vodañ gant ar pennad Aritmetik. --Llydawr (kaozeal) 19 Meu 2020 da 16:40 (UTC)