Kaozeal:Rassemblement National

(Adkaset eus Kaozeal:Rassemblement national)
Evezhiadenn diwezhañ: 5 miz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn Titl

Kinnig kemmañ titl ar pennad

kemmañ

Ha reizh eo ober gant an titl "Talbenn Broadel Gall" o c'hoût ec'h eo "Front national" anv ofisiel ar strollad-mañ e galleg? Kinnig a rafen: "Talbenn broadel (strollad gall)" (evit ober an diforc'h etre strolladoù all anvet int-i ivez "Talbenn broadel") ha sevel adsavoù da heul.--Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 09:29 (UTC)Respont

Implijer dizanv 2.13.36.29

kemmañ

Demat d'an holl, Ha normal eo e vefe lezet unan bennak, dizanv 'zo kaeroc'h, da skrivañ : "Laret e vez ez eo tud an FN gwennelour, ar pezh a zo gwir." ?! Da c'hortoz.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gen 2015 da 11:54 (UTC)Respont

Lamet em eus ar frazenn-se kuit diouzh ar pennad. Meur a hini a zo bet kaset dirak al lez-varn goude bezañ skrivet pe lavaret kement-se diwar-benn JMLP, rak ur gunujenn eo ar ger "gouennelour" e Frañs. Kondaonet int bet en abeg d'ar gunujenn eta, ha n'eo ket en abeg d'ar gwallvrud a vije bet. --Yun (kaozeal) 31 Gen 2015 da 16:56 (UTC)Respont

Sklaer. Hag atav an hevelep goulenn : petra a viro ouzh an IP 2.13.36.29 a zistreiñ ?--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gen 2015 da 17:05 (UTC)Respont

Me 'zo bet graet "gouennelour" ac'hanon ivez amañ, war un digarez biskoazh breinoc'h. Pegoulz e vo disverket?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Gen 2015 da 18:06 (UTC)Respont

Kalz gwelloc'h ganin pa vezit karantezus ouzhin, oc'h ober "Loen lous" ac'hanon da skouer, kaezhig...--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gen 2015 da 18:35 (UTC)Respont

Gwelet a ran e kendalc'hit divezh gant ho c'hoari. Diwar-bouez un neudenn brein-puzuilh ken na oa e oa ho tamall a "ouennelouriezh" a-enep din. Ha kement-se a oa mizvezhioù a-raok.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Gen 2015 da 19:15 (UTC)Respont

Feiz, Doaniet-bras 'vên 'welet ar re gozh 'randoniñ e-giz-se... N'ankouait ket kemer ho louzoù dreist-holl, kalonig...--Prieladkozh (kaozeal) 1 C'hwe 2015 da 09:20 (UTC)Respont

Kendalc'hit 'ta gant hoc'h erv. Piv a viro ouzhoc'h, forzh penaos? Ezvezant pe diseblant eo ar verourien. Hag a-douez an implijerien, war-bouez un IP bennak n'eus ket kalz lakaet diaes gant hoc'h emzalc'h, darn a seblant kavout se mat zokenoc'h. Kendalc'hit 'ta da ziskouez ho kalonegezh hag ho spered enor.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 C'hwe 2015 da 18:35 (UTC)Respont

Ya, ya, ya... Ale, mat eo bremañ. Ne rit ket din c'hoarzhin ken, na mousc'hoarzhin zoken. Pa n'emañ tro Bianchi-Bihan ken ez it din, e-giz-se emañ an traoù...--Prieladkozh (kaozeal) 1 C'hwe 2015 da 19:21 (UTC)Respont

Titl

kemmañ

Adlakaet am eus an titl evel ma oa a-raok ma voe adanvet ar pennad gant Fourmidable (kd) peogwir ne dalv ket Unaniezh kement ha Rassemblement. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2024 da 09:42 (UTC)Respont

Bodadeg vroadel hervez Termofis. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2024 da 09:53 (UTC)Respont
Ne gav ket din e vo pennadoù all anvet "Rassemblement National". Neuze eo diezhomm a-walc'h ar resisadenn "(strollad politikel gall)". --Llydawr (kaozeal) 10 Mez 2024 da 14:31 (UTC)Respont
A-du, neuze eo ret divizout evit etre Rassemblement National (hep resisadenn) ha Bodadeg vroadel. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2024 da 15:01 (UTC)Respont
Rassemblement National eo anv ofisiel ar strollad gall-se ; koulz mirout an anv da ditl (hep resisadenn) hag e dreiñ e korf ar pennad : Ar Rassemblement National (RN) ("BodadegVroadel"), bet anvet Front National (FN) ("Talbenn Vroadel") . . . ; n'eo ket bet brezhonekaet titl ar pennad Sozialdemokratische Partei Deutschlands, gant gwir abeg. — Ar choler (kaozeal) 10 Mez 2024 da 16:10 (UTC)Respont
  Huñvreüs (kaozeal) 11 Mez 2024 da 12:56 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Rassemblement National".