Kaozeal:Satanig Madeira

Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Pelec'h e kaver ar ger "satanig"? 10 Mae 2017 da 12:28 (UTC)

Hag e geriadur M. Ménard e c'haller lenn : OCÉANITE satanig m. -ed. Ne oa nemet klask.--86.214.187.241 10 Mae 2017 da 17:12 (UTC)Respont

Graet eo, klasket 'teus. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2017 da 17:17 (UTC)Respont
Ne oa ket e geriadur Hemon 1993, met skrivet eo e Geriadur Brezhoneg an Here. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2017 da 17:20 (UTC)Respont
Perak e c'houlennez neuze ? Abalamour d'az leziregezh voas ?--86.214.187.241 10 Mae 2017 da 18:46 (UTC)Respont

Mar anavezez wikipedia e oarez e c'haller ober goulennoù, hag a-wechoù kaout respontoù ... tud all eveldout a gav gwelloc'h dichekañ ha kunujenniñ. N'eo ket mat evit da yec'hed. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2017 da 19:20 (UTC) For whom it may concern : Wikipedia-Pemp_pennreolenn_ar_Wikipedia : *Ur c'hod emzalc'h en deus ar wikipedia: (Gw. Pennaenn diazez Niv. 2) Ur bennreolenn a zo e-keñver an emzalc'h ret war ar wikipedia: bezañ seven atav ha doujañ d'an implijerion/ezed all, zoken pa ne vezer ket a-du gante. Arabat tagañ an dud en un doare personel nag o c'hunujenniñ. Klask chom hep sevel pe kemer perzh e brezelioù-embann dre zoujañ d'ar reolenn chom hep embann ar memes pennad teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh. Arabat plantañ reuz evit dont a-benn da vezañ trec'h e-keñver un draig resis.Respont

Pebezh pilpouserezh eus e berzh ! Ar pennreolennoù-se na vezont ket doujet gant Bianchi Bihan, Tamm ebet. Tagadennoù personel, kunujennoù, brezelioù embann, plantañ reuz... Kement-se en deus diskouezhet ingal a-hed istor wikipedia brezhoneg.

Ha difennet eo tamall e gaou. Evit un den a lavar anaout istor ar wikipedia ne seblantez ket bezañ nec'het gant reolenn ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2017 da 20:15 (UTC)Respont

"N'eo ket mat evit da yec'hed." : n'eo ket gwall soutil !--Prieladkozh (kaozeal) 11 Mae 2017 da 07:52 (UTC)Respont

Poan am bez o vezañ ken soutil hag ar re, kuzh ha dizanv, a gomz eus "leziregezh voas" ha "pilpouserezh". Ret e vefe astenn ar jod d'ar fallakred? Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Mae 2017 da 08:22 (UTC)Respont
N'hoc'h eus ket bet kunujennet gant den ebet. N'hallit ket tremen da c'houzañver bep tro ha diyac'h (drouk zoken) e chom hoc'h evezhiadenn : ne c'hoarier gant "yec'hed" unan bennak.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Mae 2017 da 09:20 (UTC)Respont
Evel-just. Ar gerioù "leziregezh voas" ha "pilpouserezh" zo implijet dre hegarated soutil. Ken soutil all ha ken hegarat e chomin atav eta.
Lavarout n'eo ket mat ar c'hunujenniñ evit ar yec'hed n'eo nemet un ali fur, ha n'eo ket ur c'hoari, na c'hoari gant "yec'hed" den ebet. N'eo ket mat droukveskañ ster ar gerioù ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Mae 2017 da 11:04 (UTC)Respont

"Tamall e gaou" e vefe ? Gwelout https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dibar:Marilh/block&page=Implijer%3ABianchi-Bihan. Lenn a ran "kunujennoù", "emzalc'h tagus", "reuz, gevier ha tagadennoù", "nac'h doujañ d'ar reolennoù", "brezel embann", "plantañ dizurzh er pennadoù a-ratozh", etc... --92.135.67.160 11 Mae 2017 da 11:19 (UTC)Respont

C'hoarzhomp pe leñvomp? Setu un den (hag a zo o klask chom kuzh) hag a garfe sevel ur fichenn "s" evit ur c'henlabourer. Emaon o paouez lenn "la Délation dans la france des années noires", hag en em gavan gant un den dizanv o klask skrivañ un astenn d'al levr. Ha kement-se war zigarez "satanig Madeira". Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Mae 2017 da 11:52 (UTC)Respont
Ken heugus ha mantrus eo : n'haller ket skrivañ 'r seurt traoù memes tra ! :-(--Prieladkozh (kaozeal) 11 Mae 2017 da 15:13 (UTC)Respont
Geo : tud divezh zo ne deuont war-dro ar wikipedia nemet da strinkañ o binim. Un dro-spered eo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Mae 2017 da 15:29 (UTC)Respont

Pelec'h e kaver kentañ meneg eus Satanig Madeira? 11 Mae 2017 da 07:39 (UTC)

Distreiñ d'ar bajenn "Satanig Madeira".