Satanig Madeira

Ur satanig Madeira.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Procellariiformes
Kerentiad : Hydrobatidae
Genad : Oceanodroma
Anv skiantel
Oceanodroma castro
(Harcourt, 1851)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Satanig Madeira zo ur spesad evned-mor eus kerentiad an Hydrobatidae, Oceanodroma castro an anv skiantel anezhañ.

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Oceanodroma cryptoleucura
Etre 19 da 21 cm eo ment al labous, 43-46 cm e hed-eskell, ha 44-49 g a bouez zo ennañ. Gell-du eo e bluñv, gant ur belost gwenn.

Heñvel a-walc'h eo e stumm ouzh hini ar Satanig bras (Oceanodroma leucorhoa) : ul lost forc'hek, un divaskell hir.

Par da hini an Tort (Procellariidae) eo nij Satanig Madeira, tra ma tenn nij ar Satanig bras da hini ar Skravig boutin (Sterna hirundo).
Un nijer ampart-kenañ eo, met e bavioù ne servijont dezhañ nemet da ruzañ betek e neizh.

 
Vi Satanig Madeira
 
Sataniged Madeira war nij

War hini dourioù tomm ar meurvor Atlantel e vev Oceanodroma castro : Kanariez, Madeira, hag Inizi Galápagos er meurvor Habask.

A-gludadoù e stailh al laboused o neizhi e faoutoù roc'helloù tost d'an aod ; da evn-noz e tro Satanig Madeira neuze, da ziwall diouzh ar breizherien – ne dosta ket d'an douar-bras pa vez loargann, zoken. Ur vi hepken a vez dozvet gant pep parez e-kerzh ar prantad gouennañ.
A-us ar mor e vez al laboused e-maez ar prantad-se, da zastum boued : divellkeineged, mellkeineged munut, ha gagnoù a-wechoù.

Rummatadur

kemmañ

Kavet ez eus bet nevez zo e c'hall an annezioù bout ac'hubet gant poblañsoù disheñvel, hervez ma vez tomm pe yen an amzer ; diforc'hoù zo ivez etre ar poblañsoù a-fed kan ha muzadur. Kement-se a gas da soñjal e vefe daou is-spesad "kuzh" er spesad a vez rummataet hiziv.
En Azorez ivez e kaver al labous, hogen nevez zo ez eo bet anavet evel ur spesad arall.