Kaozeal:Seizh Marzh an Henved
Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Perak ar cheñchamant titl?
Perak ar cheñchamant titl?
kemmañNe gomprenan mat ket perak eo bet adanvet an pennad-mañ.
- 1. An abeg e vefe lavaret an Henved er yezhoù all ne zalc'h ket: e meur a hini, ha reoù vras en o zouez (alamaneg, galleg, italianeg...) n'emañ ket kont evel-se. Ar saozneg a ra gant an daou: The Seven Wonders of the World (or the Seven Wonders of the Ancient World) is a well known list of seven remarkable constructions of classical antiquity. (Wikipedia saoznek).
- 2. E geriadur Vallée e kavan seiz marzenn ar bed, e hini an Here e kavan Seizh marzh ar Bed ha Seizh burzhud ar Bed. Pelec'h ez eus bet graet gant Seizh Marzh an Henved?Trec'hlid mitonet 3 Her 2009 da 17:14 (UTC)
- A-du a-walc'h. Met gant an arguzenn-se n'ouzon ket hag-eñ e c'haller mirout An Treoù-Kerne. 82.251.85.61 3 Her 2009 da 17:28 (UTC)
Marteze e kaver an displegadenn er pennad-mañ er wikipedia e saozneg: Wonders of the World. A galon, Neal (Kaozeal) 3 Her 2009 da 18:03 (UTC)
- An dra-se eo ! Pe e galleg fr:Sept merveilles du monde (homonymie). En amzer Vallée ne oa nemet ur roll traoù kaer evel-se. Troet e oa bet gantañ Seiz marzenn ar bed e Sketla Segobrani. Ar seizh tra-se a oa holl savadurioù eus an Henamzer, er reter d'ar Mor Kreizdouar. Abaoe avat ez eus bet klasket sevel rolloù all, enno traoù nevesoc'h hag eus lec'hioù all er bed. Komz a reer eta eus en:Seven Wonders of the Ancient World (cy:Saith Rhyfeddod yr Henfyd), zo disheñvel diouzh an en:New Seven Wonders of the World. Er roll nevez-mañ e kaver Moger Vras Sina, an Taj Mahal, ar Machu Picchu... Abeg a c'haller kavout er ger Henved pe er ger marzh. Gwir eo ne'm eus kavet e skridoù eus an ugentvet kantved nemet "seiz marzenn ar bed" (Sketla Segobrani, p. 14) ha "seizh burzhud ar bed" (Ar Bed Keltiek niv. 51). Met ne c'haller ket ober evel pa ne vije ket meur a roll bremañ. Rankout a reer lakaat kemm etrezo.--Llydawr 3 Her 2009 da 20:20 (UTC)
- Displeget ar perag. Ret eo ober ar c'hemm eta. Bianchi-Bihan 4 Her 2009 da 22:12 (UTC)