Kaozeal:Sirakusa

Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Siracusa / Ragusa

Siracusa eo an anv italianek hag a dlefe bezañ e brezhoneg ivez : https://it.wikipedia.org/wiki/Siracusa. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Eos 2017 da 08:50 (UTC)Respont

Krouet ar pennad-mañ gant an implijer Kadbzh d'ar 1añ a viz Du 2006 ha deuet an implijer Bianchi-Bihan d'ober ur c'hemm bihan d'ar 6 a viz Ebrel 2008 — nav bloaz 'zo 'ta — hep kavout abeg e "Sirakuza" betek-henn !...--Prieladkozh (kaozeal) 1 Eos 2017 da 09:47 (UTC)Respont
D'an 23 a viz Eost 2007 e oa bet boulc'het ar pennad Lusia Sirakuza gant... an implijer Bianchi-Bihan.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Eos 2017 da 10:46 (UTC)Respont

Da arguzennoù personel n'o deus mann da welout en un holloueziadur. Pe eo mat an anv pe n'eo ket. Din eo fall pa n'eo ket an anv italianek d'ur gêr italian. Ur gwir arguzenn az pefe? Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Eos 2017 da 09:55 (UTC)Respont
Ur gwir arguzenn a oa : implij Sirakuza gant TES, a-hervez, hag a oa anavezet gant lod. Perak n'eo ket bet degaset amañ neuze? Kevrin ar c'hevrinoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Eos 2017 da 06:32 (UTC)Respont

Plijadur

kemmañ

Un eurvezh plijadur: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Siracusa&action=history Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Eos 2017 da 09:37 (UTC)Respont

Sarausa/Siracusa

kemmañ
  • Sarausa eo anv ar vro e yezh ar vro, neuze e tlefe bout anv ar pennad, evel Inbhir Nis evit (en) Inverness.
  • Siracusa eo an anv ofisiel italianek, distaget [siraˈkuːza], neuze e tlefe bout (br) *Sirakouza, ha n'eo ket ar meskaj it-fr-br kinniget gant TES.

Lagad Zoltec (kaozeal) 2 Eos 2017 da 07:01 (UTC)Respont

Lakomp ar vro anvet Cuba. Gant an doare da soñjal uheloc'h e vefe pe Cuba pe Kouba. Ha Kuba, evel Kolombia, Kalifornia, ha me oar, evel Sirakuza eta, a zo implijet er wiki-mañ. N'on ket enep doare ebet, met ne vo ket gallet dibab ur sistem hollvedel. Ha mat e vefe soñjal en anvioù-gwan deveret : Siracusa/sirakuzan? Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Eos 2017 da 06:57 (UTC)Respont

Div yezh (da vihanañ) zo e Sikilia. An hini ofisiel nemeti a skriv Siracusa. En holl anvioù italianek betek-hen e vez graet hervez yezh ofisiel ar vro, nemet pa skriver Sirakuza evel-just, abalamour ma'z eo bet kavet tu bennak ur wech gant TES, en ur roll ma kaver traoù iskis all e-leizh.
Ur yezh ofisiel all a skriv Guadalajara : ma vefe brezhonekaet gant arguzennoù heñvel e vefe : Gwadalac'hara. Marteze eo implijet gant TES ivez ? 2.2.132.157 2 Eos 2017 da 07:14 (UTC)Respont

Dres. Un abeg da lezel an anvioù-lec'h e yezh al lec'h, da'm meno: Sarausa ha Siracusa. Abeg ebet da gemmañ /c/ e /k/ (ur pennad Eddy Merckx zo, a hent all). — Lagad Zoltec (kaozeal) 2 Eos 2017 da 07:22 (UTC)Respont
Pezh a laran abaoe dec'h, da lagad dall ha skouarn vouzar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Eos 2017 da 07:32 (UTC)Respont

Siracusa

kemmañ

Ali e vefen da lakaat ar stumm italianek Siracusa da ditl d'ar pennad. --Llydawr (kaozeal) 2 Eos 2017 da 20:52 (UTC)Respont

A-du ganit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Eos 2017 da 20:57 (UTC)Respont

8 eurvezh labour

kemmañ

Syrakuz

kemmañ

Da bep hini e sorc'henn, met kemmet eo skritur ar brezhoneg abaoe 1922. Ma vez kinniget (gant paotr an IP ) skrivañ "Syrakuz" er wikipedia (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sirakuza&type=revision&diff=1758875&oldid=1758616), war zigarez eo meneget e-barzh Feiz ha Breiz (hep "h" en amzer-se marteze?) e 1922, perak ne vefe ket meneget ivez skrivañ an anvioù (lec'hioù ha tud) evel o c'haver e Buhez ar Sent 1912? Ha re ar bloavezhioù all? Langedok, Nis, Vienn, Rhon, ... Agatha, Alphons, Andre, Athanas, Augustin ... Bernard, Berthele, ... Dominik, Edouard, Elisabeth, Felix, ... Hedwij, ... Klemant ... Paol Aurelian, ... Thimothe ... Zephyrin. Digoromp ar wikipedia d'ar brezhoneg beleg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Eos 2017 da 15:36 (UTC)Respont

Bianchi Bihan oc'h ober ar c’hontrol amañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kartada&type=revision&diff=1112234&oldid=1095836
Ne respontan ket d'an dud a lam danvez holloueziadurel en ur guzhat a-drek un IP. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Eos 2017 da 16:39 (UTC)Respont

Siracusa / Ragusa

kemmañ

Heñvel Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Eos 2017 da 07:36 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Sirakusa".