Kaozeal:Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Yun e kaozeadenn Urzh an anvioù

Sifroù pe lizherennoù kemmañ

Diwar-benn ar cheñchamant-mañ [1]: hervez reolennoù an dipografiezh, evit a sell an holloueziadurioù, ar c'helaouennerezh, al levrioù istor, al levrioù skol… ne vefe graet ket evel-se. Graet e vez ingal gant ar sifroù arab. Gwelet amañ da skouer lec'hienn an Télégramme [2] «14-18. 51 fusillés bretons et toujours pas de réhabilitation — Un Breton mobilisé sur cinq - 22 % contre 17 % pour l'ensemble de la France - n'est pas revenu du front. La Grande Guerre a ainsi coûté la vie à 130.000 Bretons. Parmi eux 51 sont morts, fusillés pour l'exemple.».--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Du 2014 da 12:48 (UTC)Respont

64 Breizhad, n'eo ket "pevar Breizhad ha tri-ugent". Ur gont aritmetikel eo, a rank bezañ skrivet e sifroù, ket e lizherennoù, rak aesoc'h eo evit ar jedadennoù deveret. Ur boaz hag ur reolenn eo el labourioù istorel, demografikel, sokiologel, holloueziadurel &all. (Kemennadenn hep sinadur degaset gant 2.13.211.94 19 Du 2014 da 20:26 (UTC))Respont
Me ivez a soñj din eo gwelloc'h skrivañ an niveroù gant sifroù en degouezhioù-se. --Yun (kaozeal) 22 Du 2014 da 04:29 (UTC)Respont

Elie Lescop kemmañ

Elie Lescop, bet ganet, hervez al lu gall, e "Muzillac, Ille-et-Vilaine"??? neuze e vefe pe "Muzilheg", Mor-Bihan, pe "Messac" (Mezeg, pe "Meillac" (Melieg) en Il-ha-Gwilun??? Me ' lârfe Muzilheg kentoc'h... met kavet an anv-familh- se en tri lec'h... Kadbzh (kaozeal) 18 Du 2014 da 13:00 (UTC)Respont

Demat deoc'h, Bet ganet Élie Lescop d'an 3 a viz Kerzu 1882 e Muzilheg... Il-ha-Gwilun hervez Journal officiel de la République française. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Du 2014 da 14:00 (UTC)Respont
Trugarez. A galon. Kadbzh (kaozeal) 18 Du 2014 da 15:30 (UTC)Respont
Mann ebet 'vat. Sed amañ al liamm a gas da 4 Décembre 1934 JOURNAL OFFICIEL DE LA REPUBLIQUE FRANÇAISE : http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k65479869/f17.image A galon ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Du 2014 da 17:11 (UTC)Respont
Hervez an dielloù n'eus "Lescop" ebet ganet e Muzilheg d'an deiz-se.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Du 2014 da 16:11 (UTC)Respont

Elie Lescop: splannoc'h!

E lec'hienn dielloù ar Mor-Bihan ([32]) e kaver meneg eus un den anvet Élie Marie Le Guenne, ganet e "Coëtsurho", e kumun Muzilheg d'an 3 a viz Kerzu 1882 (ha disklêriet en ti-kêr d'ar 4 a viz Kerzu), "fils naturel de Marie Françoise Le Guenne, cultivatrice". "La déclaration de la naissance a été faite par Le Guenne Jean Marie, grand-père de l'enfant". Er bloavezh war-lerc'h, e kaver meneg, e Muzilheg, d'ar 17 a viz Here 1883, eus dimeziñ Marie Françoise Le Guenne, "fille majeure de Jean Marie Le Guenne", ha François Marie Lescop, ganet e 1856 e Noal-Muzilheg, mab da Guillaume Lescop. --Llydawr (kaozeal) 19 Du 2014 da 17:18 (UTC)"
" ha neuze e vije bet advabet pe "anzavet" gant un aotrou Lescop bennak... Kadbzh (kaozeal) 19 Du 2014 da 14:30 (UTC)"

"Salud deoc'h, Setu m'emaon o paouez pellgomz da di-kêr Muzhilheg da c'hoût muioc'h : aet ar maout ganeoc'h, se an hini eo ! Anavezet e voe ar paotrig gant e dad nevez pa euredas e vamm d'ul Lescop. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Du 2014 da 15:07 (UTC)" Kadbzh (kaozeal) 20 Du 2014 da 11:34 (UTC)Respont

Anv-implijer kemmañ

A-hend-all, "Prieladkozh" n'eo ket un anv, ur maskl eo, tra ken, ha ne ziskouez kalonegezh ebet ; gwir zo da gemmañ Wikipedia hep bezañ enrollet dindan ur falsanv : un dibab eo, pa ne venner (pe ne ouzer) ket postañ skeudennoù, da skouer. (Kemennadenn hep sinadur degaset gant 2.13.211.94 19 Du 2014 da 20:26 (UTC))Respont

"[...], pa ne venner (pe ne ouzer) ket postañ skeudennoù, da skouer." Ne gomprenan ket ?!
"ur maskl" ? bet skrivet ganin meur a wech amañ e vije pell gwelloc'h ganin ober gant un anv gwirion : ha mat eo d'an holl hen ober ? ha deoc'h, klaoustre ?--Prieladkozh (kaozeal) 20 Du 2014 da 09:22 (UTC)Respont
Ar marichal Edgar Davout, en e oberoù. Komz eus kalonegezh (pe dantegezh pe kellegezh pe me oar) ur c'henlabourer a zo un dagadenn eus ar re vilañ, hag ar re izelañ, zo bet gwelet amañ. Izeloc'h c'hoazh e c'halli mont, Edgargall? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Du 2014 da 12:00 (UTC)Respont

Respont
Skeudennoù : ne c'haller ket postañ skeudennoù e Commons hep bezañ kevreet, war am eus komprenet ; ne ouzit ket ?
Mard eo gwell gant Prieladkozh ez enrollfe an dud dindan o anv gwirion, perak ne ra ket ?
"Komz eus kalonegezh (pe dantegezh pe kellegezh pe me oar) ur c'henlabourer a zo un dagadenn eus ar re vilañ, hag ar re izelañ, zo bet gwelet amañ" ?? Gwelit evezhiadenn "Prieladkozh" amañ goude e gemmadenn : peadra da gastizañ an impiljer-se, hervezoc'h, neuze.
Un implijer λ zo ac'hanon (krediñ a rae din e oa mat degas reizhadennoù e-keñver yezh, reizhded holloueziadurel pe stumm, met war a seblant ec'h eo ret distagañ fraezh ul le a feizleunder da Brieladkozh ha Bianchi-Bihan a-raok kemmañ tra pe dra) ; gwelet em eus ur skouer eus kenlabour Sad Edgar (mard eo anezhañ a gomzer) dre heuliañ ere ar bajenn-dal, ha mont pelloc'h : me 'garfe bezañ gouest d'ober kement all, met ne glaskin ket en ober rak displijus-kenañ eo bezañ taget diouzhtu pa reizher gant gwir abeg, en ur zisplegañ ar perag, ar pezh na oa ket bet graet gant Prieladkozh p'en doa kemmet "64".
A-hend-all, kunujennet on amañ gant Bianchi-Bihan ; bezañ taget gant un treuzkomprener dizesk diouzh un tu + ur barner direizhwir kunujenner diouzh an tu all = perak kevreañ ? Evit gouzañv mac'homerezh an daou-se, evel Trec'hlid mitonet war a welan (16/11/14 19:10) amañ ? Naren. Da sutal gant an daou zen difeson-se, da sutal gant Wikipedia e brezhoneg, bevet ar brezhoneg memestra ha bevet Breizh ! (Kemennadenn hep sinadur degaset gant 2.13.211.94 20 Du 2014 da 20:34 (UTC))Respont

Demat deoc'h ivez, En aner em eus klasket kompren petra zo kaoz ne fell ket deoc'h ober gant un anv implijer ken ingal ma teuit amañ da zegas ho skodenn... Nemet m'ho pije traoù kozh da guzhat, rak un den boas ouzh doareoù Wikipedia oc'h hep mar ebet. Hen adskrivañ a ran splann adarre : hetiñ a ran ma vo graet gant anvioù gwirion evit gwir, GANT AN HOLL. Kunujennet, emezit-hu ? barrek a-walc'h e seblantit bezañ ivez o lakaat ac'hanon da "dreuzkomprener dizesk" hag o kas "Wikipedia e brezhoneg" da sutal : diaes e vo ober gwelloc'h ! En ur skrivañ ar respont-mañ e teu da soñj din eus mod skrivañ un implijer kozh all, a denn kalz d'ho hini, Yoel ar C'horr e anv : fentus, kouda ?--Prieladkozh (kaozeal) 21 Du 2014 da 09:20 (UTC)Respont

Urzh an anvioù kemmañ

Diwar-benn ar c'hemm-mañ : boas eo ar velestradurezh c'hall da skrivañ an anvioù-familh a-raok an anvioù-bihan. Daoust ha mat eo ober heñvel er Wikipedia brezhonek ? --Llydawr (kaozeal) 20 Du 2014 da 17:06 (UTC)Respont
Ar soudarded a Vreizh bet lazhet a-ratozh-kaer gant ar stad c'hall eo danvez ar bajenn, tu zo d'ober hep reolennoù melestradurel ar stad gouzalc'her ; lennusoc'h a-galz eo renkañ an anvioù dre urzh al lizherenneg, evel war monumantoù ar re varv "evit ar vro" a gaver e pep lec'h e Breizh. Kement-se mar galler kemmañ ar Wikipedia brezhonek hep bezañ taget, evel-just. (Kemennadenn hep sinadur degaset gant 2.13.211.94 20 Du 2014 da 20:34 (UTC))Respont
Ya, gallout a reer renkañ an dud-se hervez urzh lizherennek o anvioù-tiegezh met ne vir ket da skrivañ o c'hentanvioù a-raok o anvioù-tiegezh evel m'emañ ar boaz e brezhoneg. --Yun (kaozeal) 22 Du 2014 da 04:29 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ".