Kaozeal:Thales Miletos

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Ch. Rogel e kaozeadenn Rakger holl

Anv brezhonek Thales?

kemmañ

Ne gavan ket mat an anv "Thales Miletos". Hag eo Miletos e anv-familh. Biskoazh kement-all ! Betek hen eo bet heuliet ar reolennig war an anvioù gresianek : chom hep skrivañ an digrammoù th gant un h : Eratostenes, Demostenes... Perak e vije un Thales?
P'eo Miletos anv ar gêr m'eo bet ganet Tales enni ne welan nemet daou doare evit e venegiñ : Tales a Viletos(gwelloc'h eget "eus Miletos" d'am soñj) pe "Tales ar Miletad" evit treiñ an droienn gresianek kozh Θαλῆς ὁ Μιλήσιος. Menozioù all? --Ch. Rogel 3 Kzu 2006 da 18:06 (UTC)Respont

Ne gavan ket mat reizhañ traoù ha n'int ket fazioù: gresim zo ur ger brezhoneg, mat da lakaat en un holloueziadur brezhonek. Mont da chom da ul lec'h zo gwellañ tra a c'haller skrivañ. Ret e vo reizhañ adarre eta. A-hend-all, keit ma vo graet gant Miletos, e vo reizh ober gant Miletosad. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2006 da 18:56 (UTC)Respont

Siwazh e kouezhezwar-zu da dechoù ur wech all : Ne c'hell pep ger brezhonek kaout e bennad. Pa vez meur a ger gant ar memes ster e tleer sellout ouzh e stankted el lennegezh (lizheradur) a-vremañ. Daoust hag eñ eo bet implijet gresim e romantoù, pezhioù-c'hoari, kelaouennoù moullet abaoe, lakaomp 30 bloaz? Pere?
Met an dra-se a zo, da skouer, evit gresianeg ha gregach : an eil, aet er-maez eus an implij, ne c'hell ket bezañ ur pennger.
Pa vez sellet piz ouzh an traoù :

  • N'eus anv ebet eus gresim e GBAH
  • Kavet e vez e GBAV, p. 295. Gres(s)im : hellénisme (C.[atholicon], GReg[oire de Rostrenen] : grécim).

Louedet a seblant bezañ ar ger, met marteze eo bet implijet gant den pe zen. Piv oar?

Miletosad : ne gomprenan ket ur seurt barbarisme : kontrol eo d'ar pezh em eus desket pa 'm eus heuliet ma studioù klasel. Pa dalvez "Milesios" evit "Milésien" e weler mat eo "Miles" ar penngef : un dibab a zo d'ober etre Miletad ha Milesad, met Miletosad, iskisat tra ! --Ch. Rogel 3 Kzu 2006 da 23:33 (UTC)Respont


me ivez 'mije graet kentoc'h gant "T(h)ales a Viletos". Kinniget oa bet ganin amzer zo un doare evit ober war-dro romanikadur al lizherenneg c'hresianeg:

--Neal 4 Kzu 2006 da 17:18 (UTC)Respont

me gave din e oa ar boaz ober gant ar stumm "anv" + "a" + "lec'h" e brezhoneg kentoc'h evit "anv" + "-ad/ez", da skouer:

--Neal 4 Kzu 2006 da 18:17 (UTC)Respont

Pa lenna war ar Wiki saozneg Thales Group.

Western Philosophy Pre-Socratic philosophy Thales of Miletus Name: Thales of Miletus Birth: ca. 624 BC Death: ca. 546 BC School/tradition: Ionian Philosophy, Naturalism Main interests: ethics, metaphysics Notable ideas: All is water Thales of Miletus Enlarge Thales of Miletus

Thales of Miletus also known as Thales the Milesian (Θαλῆς ὁ Μιλήσιος) ez sur :

  1. M'eo Miles ar penngef (ar wrizienn m'ho peus c'hoant) ha setu perak e welan ur barbarisme : e-barzh Milet-os-ad e weler penngef + lostger tro rener (cas sujet) gresian + lostger perzh personel brezhonek. Ne c'heller kaout daou lostger hervez ur reolenn anavezet gant Neal a gredan.
  2. Pa veze graet eus Tales, Tales o Milesios, e kinnigen ober gant Tales ar Milesad (Miles eo ar wrizienn, anat eo), met n'on ket a-enep ober gant Tales a Viletos. --Ch. Rogel 4 Kzu 2006 da 22:41 (UTC)Respont

N'ouzon ket perak ez eus tud o kavout abeg e titl ar pennad-mañ. Reizh eo envel pe lesenvel tud gant un anv-lec'h : ma kavont abeg e "Thales Miletos" e rankfent kavout abeg ivez en anvioù Gregor Rostren, Jarl Priel hag all. Ma fell deoc'h kaout skouerioù all, lennit levrioù Mikael Madeg diwar-benn al lesanvioù, lennit Jules Gros (Trésor du Breton Parlé : Olier Traoñ-ar-Vilin), lennit eñvorennoù F. Kervella (Laou Mesnot, Marig Mesnot...), soñjit en anvioù-pluenn Herle Blomarc'h (Yann Ezel), Loeiz Lokournan (Dujardin)... A-hend-all eo reizh komz eus Miletosiz ha Miletosad, ma reer gant Miletos evit envel ar geoded e brezhoneg. Ur Miletosad zo un den eus Miletos evel ma reer Kemperad eus un den eus Kemper. Ma tibaber ober gant ur stumm all evit envel ar geoded ez eo un afer all evel-just. --Llydawr 5 Kzu 2006 da 21:41 (UTC)Respont

Barr

kemmañ
War a seblant e c'haller ober barbarismoù a-wechoù: lakaomp ar ger hellenistel a gaver er pennad diechu gresianeg, ur "barbarism" all pa'z eo savet gant daou lost-ger (gres+ian+eg), kontrol d'ar reolenn anavezet gant Neal.
Pet lost-ger zo er ger kanerezed? Pet barbarism?Bianchi-Bihan 5 Kzu 2006 da 01:58 (UTC)Respont

Ya, degaset 'm eus ar ger hellenistel peogwir em eus kavet anezhañ e dornlevr TES ha ne oan ket evit ijinañ un all ha pa ne gaven ket mat drevezadenn ar galleg (un tech a weler muioc'h-muiañ e dornlevrioù TES siwazh).
Ma ve unan brezhonekoc'h evit hellénistique e vefen plijet.
Gwelloc'h ober gant un barbarisme asantet dezhañ en deskadurezh eget chom hep e implij.
Evit ar barbarisme Miletosad ha n'eo ket e implij c'hoazh, n'eo ket ar memes poent. N'eus ket "tro rener" (cas) e brezhoneg, setu perak ne c'heller ket kenveriañ gant kemper-ad.

Rakger holl

kemmañ
Pep den en deus ur si, darn o deus daou, me am eus tri. Ne oa ket kaoz amañ, pe n'ouzon ket petra a skrivan, eus sevel ur pennad diwar-benn gresim, a zo un afer all, met eus ar gwir da implij gerioù brezhonek en ur pennad brezhonek. Ha ma vez difennet ober gant gerioù zo, e karfen gouzout perak, en anv peseurt reolenn nevez savet. Aon am eus ne vefe ket un emzalc'h re holloueziadurel. Damoueziadurel, kentoc'h.
Lavarout a rin eta ne oa ar gwir ganin evit Milesad/Miletosad: ne vez ket atav.
Ne lavarez ket e oa ar gwir ganin evit Mont da chom da ul lec'h. Koulskoude e oa. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2006 da 23:55 (UTC)Respont

Difennet em eus an droad ober gant gerioù kenstur er wiki-mañ, seul vui ma vezont keval e implij ar vrezhonegerien lennek a-vremañ. Koulskoude evel e ouzer mat e tleer ober un dibab evit ar pennger. Da gentañ holl, peseurt ger a c'hell bezañ dibabet evel pennger? Ma respont : pep ger a zo dezhañ un istor pleustrek er gevredigezh. An anvioù boutin hag an anvioù "propr". Ne welan nemet ar furmoù yezhadur (verboù, anvioù-gwan, rannigoù, gerioù-mell...) ha n'int ket da lakaat en holloueziadur. Met, pa ne vo ket ur wikeriadur a-raok pell n'eo ket grevus ma vo savet pennadoù ar seurt-se. Un doare prientiñ a-vras ar wikeriadur.
A-wecho e c'hoarvez m'eo bet daou bennad war ar memes sujed. Pa vo teuzet an traoù, ne vo ket difennet ober gant ar stumm adkaset d'an hini a vo dibabet.
Er c'hontrol, ne gredan ket (ha reoù all emichañs) eo gregach kevatal da gresianeg p'eo ar c'hentañ aet er-maezh eus an implij. N'eo ket reizh, d'am menoz, lakaat anezhañ kevatal da gresianeg. Un draig all : gant ar c'hlask (an eil vouton) war ar wikipedia eo simpl ha fonnus gouzout m'eo bet savet dija ur pennad. Diaesoc'h eo evit ar rummadoù ("pajennoù dibar", hir ar roll hiziv) pe der ar c'hlask en ur klikañ war ar voestig "rummad", met ne ro ket disoc'hoù bewech. --Ch. Rogel 4 Kzu 2006 da 22:41 (UTC)Respont

N'em eus ket komprenet pep tra.
An anvioù n'int ket boutin zo divoutin, er yezhadurioù.
Lavarout emañ ar ger gregach e-maez a implij a zo
  1. komz en anv ar vrezhonegerien a ra gantañ, da lavarout eo mont e-maez ar park,
  2. barn diwar skañv, ha diwar hoc'h implij-c'hwi, ha n'eo ket, anat deoc'h, implij an holl. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2006 da 01:41 (UTC)Respont

Ral-tre eo gregach el lizheradur. Me gav e veze Youenn Olier oc'h ober gantañ a-wechoù. Skouerioù all ho peus, tudoù?
Ma vije gregach kevatal da gresianeg (kozh) ne vije ket abeg evit sevel ur pennad war e benn peogwir e vije lezet pennadoù doubl. Ret e vije ober un adkas ha ne c'hell ket bezañ daved gregach a gredan... Daoust hag eñ eo ar gregach ur yezh dispartiet eus ar gresianeg? --Ch. Rogel 5 Kzu 2006 da 22:24 (UTC)Respont

Tennet diwar Tales eus Miletos

kemmañ
 
Thales Miletos

Thales Miletos anvet Thales peurvuiañ (e gresim kozh Θαλής / Thalês), a oa ur prederour ionian eus ar marevezh kent Sokrat. Ganet e oa bet e Miletos e-tro ar bloavezh 625 ha marvet war-dro ar bloavezh 547 kent J.-K. Unan eus Seizh Fur Bro-C'hres a oa anezhañ ha krediñ a reer e oa bet savet Skol Miletos gantañ. Sellet e vez outañ alies evel ar c'hentañ prederour eus ar C'hornôg[1].

E vuhez

kemmañ

Sellet e vez ouzh Thales Miletos evel ouzh ar c'hentañ prederour, skiantour ha matematiker gresian, ha unan eus seizhfurBro-C'hres a veze graet anezhañ. Diaes eo lec'hiañ anezhañ en amzer ma talc'her kont eus deiziad ar fallaenn heol a vije bet rakjedet gantañ[2]. Met lavaret a ra Diojenes Laertios e vije marvet da vare an 58ed olimpiadenn (548-545 kent. J.-K.).

Anat eo e oa bet dreistkaeraet ar pezh a anavezomp eus buhez Thales , ar pezh a anavezomp eus ar prederier-se, evel evit ar brederourien all eus ar marevezh kent Sokrates, a skoazell ac'hanomp dreist-holl da anavezout patrom boutin ar furien e Bro-C'hres. Diwar ar pezh a oa bet skrivet gant Herodotes, e tanevell Diojenes e vefe Thales ur mab da Esamios, ur marc'hadour, ha da Gleobuline[3]. Lennet e vez a-wechoù e vefe un diskennad eus tiegezh an D/Thelidaeed, rouaned mojennel a Fenikia eus linez Agenor ha Kadmos. Mammennoù all a zisklêr koulskoude e oa a orin beotian pe fenikian marteze, m'en dije bevet da vare Solon ha Kresus ha ma vije deuet da chom da Viletos gant e vignon Neileos. N'eo ket sur eta e vije bet ur Miletosad eus Thales, goude ma vez graet anezhañ diskennad un tiegezh pinvidik eus Miletos gant un hengoun ledet a-walc'h. koulskoude e ranker pouezañ war ar fed ma teu an titouroù klokañ ha surañ eus Diojenes Laertios hag eus Herodotes.

Kregiñ a reas e vuhez evel marc'hadour ha goude e kemeras perzh er vuhez politikel.

Setu amañ ar pezh a zanevell Diojenes Laertios evit ar pezh a sell ouzh e vuhez politikel: « Seblantout a ra bezañ bet ur c'huzulier politikel a-bouez. Pa oa bet kaset kannaded gant ar roue Kresus evit kinnig d'ar Viletosiz kemer perzh gantañ er brezel a-enep d'ar Bersed e savas a-enep ar c'hinnig. A-drugarez d'an nac'hadenn-se e chomas dieub ar geoded goude trec'h Kirus. » Oc'h harpañ war ar vrud en doa gounezet e-giz-se e teuas a-benn da lakaat ar c'heodedoù-stad (pe polisoù) eus Ionia da sevel ur c'hevredad[4]. Thalès le scientifique ne doit donc pas occulter un autre Thalès, habile en affaires et prompt à dénigrer ses propres découvertes et sa fortune acquise. Il connut d'abord sa renommée comme conseiller militaire et comme ingénieur. E-pad ar brezel etre ar B/Persed hag ar Lidianed, en dije distroet ul lodenn eus ar stêr Halis diwar he naoz evit lezel arme Krezus da dremen[5].

Un devezh e savas en ur vag o vont da Naokratis (Egipt a-vremañ), kêr brudet evit gouiziegezh he skiantourien. Studiañ a reas ar matematikoù eno, ar ventoniezh pergen, hag e reas un nebeud dizoloadennoù war an dachenn-se c'hoazh[6].

On prétend qu'il se passionnait de gymnastique hag e vije bet kavet en derezioù, marvet gant ar sec'hed e-pad ur et qu'on l'aurait trouvé dans les gradins, mort par déshydratation lors d'une compétition à laquelle il assistait. Danevellet eo e varv gant Diojenes Laertios en un doare fromus :

  1. Da skouer, Nietzsche, ar Prederouriezh da vare trajediennoù ar C'hresianed.
  2. hervez Hérodote, I, 74.
    « Kiasare o goulennas en-dro. Goude e nac'hadenn e savas brezel etre an daou diern-se. E-pad pemp bloaz ma padas, e oa bet gounidoù alies gant ar Veded hag al Lidianed a-bep eil, hag ar c'hwec'hvet bloaz e oa bet ur seurt emgann diouzh an noz : rak, goude berz ha diverz kevatal evit an div gostezenn, pa stagjont gant un emgann ez eas an deiz da noz e-keit ha ma oa an daou arme o stourm tal-ouzh-tal. Thales Miletos en devoa disklêriet ar c'hemm-se da Ioniz, hag en devoa lâret ar c'houlz er bloavezh ma c'hoarvezas. Paouez a reas al Lidianed hag ar Veded d'en em gannañ pa weljont e oa bet kemeret lec'h an deiz gant an noz, hag e oa bet warne muioc'h a vall a-se da sinañ ar peoc'h. Siennesis, roue Kilikia, ha Labinetos, roue Babilon, a oa bet an dredeoged ; hastañ skoulmadenn an emglev o doa graet, ha kreñvaat a rejont anezhañ gant un eured. Evel ma soñjent ne vije startijenn ebet en emglevioù hep ul liamm kreñv e alijont Aliattes da reiñ e verc'h Arienis da Astiages, mab Kyasare. Ar memes lidoù hag ar C'hresianed a vez miret gant ar broadoù-se ; met skejadennoù bihan a reont war o divvrec'h ouzhpenn hag e lipont ar gwad a ziver diouzh divrec'h egile. »
  3. I, 22 :
    « Thales, hervez Herodotes, Douris ha Democrites, a oa mab da'r marc'hadour Esamios ha da Gleobuline, hag unan eus tiegezh an d/Thelidesed, Fenikianed hag a ziskenne war-eeun eus Agenor hag eus Kadmos, ma kreder ar pezh a lavar Platon. »
  4. Hérodote, I, 170 :
    « Patrom:Grec ancien »
    « goude ma oant Quoique accablés de maux, les Ioniens ne s'en assemblaient pas moins au Panionium. Bias Priène a roas dezho, evel em eus desket, un ali emsav-kenañ en dije graet anezhe an eürusañ eus holl ar C'hresianed, m'o dije selaouet anezhañ. Il les exhorta à s'embarquer tous ensemble sur une même flotte, à se rendre en Sardaigne, et à y fonder une seule ville pour tous les Ioniens. Il leur fit voir que, par ce moyen, ils sortiraient d'esclavage, qu'ils s'enrichiraient, et qu'habitant la plus grande de toutes les îles, les autres tomberaient en leur puissance; au lieu que, s'ils restaient en Ionie, il ne voyait pour eux aucune espérance de recouvrer leur liberté. Tel fut le conseil que donna Bias aux Ioniens, après qu'ils eurent été réduits en esclavage ; mais, avant que leur pays eût été subjugué, Thalès de Milet, dont les ancêtres étaient originaires de Phénicie, leur en donna aussi un qui était excellent. Ce fut d'établir à Téos, au centre de l'Ionie, un conseil général pour toute la nation, sans préjudicier au gouvernement des autres villes, qui n'en auraient pas moins suivi leurs usages particuliers que si elles eussent été autant de cantons différents. »
  5. Hervez Herodotes, I, 75.
    « Cyrus tenait donc prisonnier Astyages, son aïeul maternel, qu'il avait détrôné pour les raisons que j'exposerai dans la suite de cette histoire. Crésus, irrité à ce sujet contre Cyrus, avait envoyé consulter les oracles pour savoir s'il devait faire la guerre aux Perses. Il lui était venu de Delphes une réponse ambiguë, qu'il croyait favorable, et là dessus il s'était déterminé à entrer sur les terres des Perses. Quand il fut arrivé sur les bords de l'Halys, il le fit, à ce que je crois, passer à son armée sur les ponts qu'on y voit à présent ; mais, s'il faut en croire la plupart des Grecs, Thalès de Milet lui en ouvrit le passage. Crésus, disent-ils, étant embarrassé pour faire traverser l'Halys à son armée, parce que les ponts qui sont maintenant sur cette rivière n'existaient point encore en ce temps-là, Thalès, qui était alors au camp, fit passer à la droite de l'armée le fleuve, qui coulait à la gauche. Voici de quelle manière il s'y prit. Il fit creuser, en commençant au-dessus du camp, un canal profond en forme de croissant, afin que l'armée pût l'avoir à dos dans la position où elle était. Le fleuve, ayant été détourné de l'ancien canal dans le nouveau, longea derechef l'armée, et rentra au-dessous de son ancien lit. Il ne fut pas plutôt partagé en deux bras, qu'il devint également guéable dans l'un et dans l'autre. Quelques-uns disent même que l'ancien canal fut mis entièrement sec ; mais je ne puis approuver ce sentiment. Comment en effet Crésus et les Lydiens auraient-ils pu traverser le fleuve à leur retour ? »
  6. Hervez Aetius, menoioù, I, III, I.
Distreiñ d'ar bajenn "Thales Miletos".