Kaozeal:Travaux d'Investigation et de Recherche

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Trumper

Ul liamm davet lec'hienn an ti-embann, ma'z eus, a vank. Hag ur roll klokoc'h eus an embannadurioù, ma'z eus re all. 2A01:CB08:89A8:5200:703F:EF3C:6D42:BBF7 14 C'hwe 2022 da 15:50 (UTC)Respont

Iskis eo an dibab a zo bet graet er pennad : un toullad levrioù brezhonek zo bet embannet gant T.I.R., a zo renet gant Herve ar Bihan. 2A01:CB08:890E:C600:F943:661:D440:B57D 14 C'hwe 2022 da 16:10 (UTC)Respont
E galleg eo an darn vuiañ anezho avat. Setu al liamm war-du kentañ pajenn ar c'hatalog (d'an eil e kas al liamm a zo amañ a-uc'h. Ar choler (kaozeal) 14 C'hwe 2022 da 16:17 (UTC)Respont
Ya, sur ! Evel "Yezhoniezh ar brezhoneg krenn" (7 levrenn, 6548 pajenn) gant Herve ar Bihan. 94.238.206.97 14 C'hwe 2022 da 16:22 (UTC)Respont
Herve ar Bihan ? Muioc'h a levrioù brezhonek zo bet embannet gant Goater, renet gant Jean-Marie Goater. 94.238.206.97 14 C'hwe 2022 da 18:27 (UTC)Respont
Boas eo an IPoù da skignañ o ideologiezh(ioù) : mat e vije neptuekaat o labour. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 C'hwe 2022 da 20:45 (UTC)Respont
Boas eo troll Reuz da c'hoari e damm rener Wikipedia ; mat e vefe e skarzhañ alese. 2A01:CB08:890E:C600:98DE:75C8:337A:330C 14 C'hwe 2022 da 21:18 (UTC)Respont

Pep den a c'hall reiñ e ali, hep kunujenniñ ar re all. Kalonek eo skeiñ teil ouzh an dud o deus skrivet pe embannet : grit d'ober kemend-all er wikipediaoù saoznek ha gallek, muioc'h a lennerien a vo d'ho loustoni. 2A01:CB08:89A8:5200:9D43:4B05:713E:D2B5 14 C'hwe 2022 da 22:05 (UTC)Respont

Peroked holloueziadurel

kemmañ

N'eo ket gouest pennaozer ar pennad da ober anv eus rener an ti-embann-se (dianav dezhañ?) na da lavarout eo TIR an anv a gaver war al levrioù? Gwir eo :aesoc'h eo ober https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Travaux_d%27Investigation_et_de_Recherche&type=revision&diff=1948750&oldid=1948748 c'hac'ha! ha lammedikat e-giz ur c'havrig ha perokediñ kant gwech "galleg! galleg! Ur bern tier-embann gallek zo e Breizh, ha pal ar wikipedia-mañ n'eo ket tufañ warne met ober anv a bep seurt traoù en un doare neptu. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 09:52 (UTC)Respont

Lakaet er pennad e oa skrivet TIR war an holl levrioù diwezhañ embannet. N'eus nemet klask gouzout abaoe peseurt bloaz bremañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 13:57 (UTC)Respont

Trumper

kemmañ

Krog ar brezeliñ kenkent gant an IP diroll boas: sklaer koulskoude : 2008 : Yves Griffon, La langue bretonne et l'école républicaine: [1] Skrivet eo TIR war ar golo abaoe 2008. Met ne fell ket d'an Trumper e vije lavaret ar wirionez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 14:05 (UTC)Respont

Pennek eo ar fedoù evel ma lavare Vladimir (Oulianov) : TIR eo an anv a zo skrivet war al levrioù meneget. Daoust ha ret eo ober ur pennad all diwar-benn an ti-embann TIR a laka anv TIR war e levrioù, netra nemet abalamour d'un IP diroll hag a ra e vrezelig da virout a skrivañ ar wirionez er pennad? Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 14:57 (UTC).Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Travaux d'Investigation et de Recherche".