Kaozeal:Tremenuan an Ytron Guerches Maria

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant Lekemok

Evit deskiñ reizh ar ger d'hor mignon kuzh : http://devri.bzh/recherche/?q=barzhoneg&submit= Bianchi-Bihanig (kaozeal) 13 Du 2022 da 19:35 (UTC)Respont

Reizh eo an daou, hervez Devri, met ne'z eus skouerioù nemet gant ar stumm gourel eta. Ma c'hell an implijer dianav reiñ e arguzennoù pe hec'h arguzennoù e c'helljemp kemer un diviz hep brezeliñ ? Lekemok (kaozeal) 13 Du 2022 da 20:00 (UTC)Respont
Benel kentoc'h eget gourel eo ar ger e Geriadur An Here (+ skouer) hag e hini Al Liamm ; benel hepken e hini M. Ménard.
Lakaat ar ger da c'hourel n'eo ket ur fazi, met distreiñ d'ur stumm gourel pan eo bet lakaet da venel hervez an implij paotañ zo unan pa ne zispleger ket perak.
N'eo ket aze emañ an dalc'h avat : boas eo BB da voulc'hañ brezelioù-embann, da zizober ar pezh a zo bet reizhet gant IP-où, evit tri abeg anat a-werso : 1) hervezañ n'o deus ket gwir an IP-où da emellout e Wikipedia, 2) perc'henn eo war "e" bennadoù, 3) harellat eo e zoare nemetañ da genlabourat er raktres. Cf. istor e gontoù.
Kalz implijerion zo aet kuit en abeg dezhañ ; unan en deus goulennet ma vefe klozet e gont zoken, pa ne c'helle mui gouzañv doareoù BB. Gwelloc'h eo chom hep krouiñ ur gont neuze. Lod IP-où a ra labour a-zoare amañ, kempenn ha reizhañ hini BB dreist-holl. Sellit ouzh e bennadig dister nevez diwezhañ, Sant'Agata de' Goti (13 Du 2022 da 17:58) : an databox ne zeu ket war wel, evel boaz... 2A01:CB08:8913:1900:F11C:EE40:CCC3:DA8A 13 Du 2022 da 21:07 (UTC)Respont
Ma'z eo reizh an daou (am eus desket dit pa ne ouies ket [1]), paouez da skrivañ e "reizhez" pa ne rez nemet klask tabut.
Ha paouez goude da glask digarezioù toull ha ne rez nemet rac'hoanat abaoe bloavezhioù.
Da c'hortoz e tlefe bezañ digor ar bajenn, ha serret ouzh an IP a zo deuet hagal ha da glask tabut evel kustum.
Ur blijadur eo din gwelout e vezez o c'hwesha e kement tamm labour a ran da glask peadra da flatrañ. Ankouaet un databox, pichoñs! Gwashat torfed! Emzalc'h ur bugel e porzh ar skol o vont da lipat botoù ar vistri. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 14 Du 2022 da 08:26 (UTC)Respont

Ma, evit gwir e implijan ur stumm benel ivez, met ne vern, n'emañ ket aze an dalc'h. Splann eo e kendalc'her gant ar brezel a bad abaoe bloavezhioù etrezoc'h. Evit bezañ onest n'em eus ket heuliet a-dost darvoudoù ar pemzek vloaz tremenet er wiki-mañ, dalc'het 'moa da skrivañ pennadoù hep teuler kement-se pleg eus an traoù e-kichen. Abaoe un toullad bloavezhioù e ran met ne gomprenan ket atav eus a belec'h e teu kement a cheu. Bez e ouezan avat e oa bet lakaet ar biz war emzalc'h Bianchi-Bihanig en amzer dremenet, met diaes eo din lakaat ar biz warnañ hepken e-keñver an degouezhioù tremenet kar gwelet a ran mat n'emañ ket e-unan o klask cheu peotramant o kunujenniñ. Arabat ober fae war labour ar re all, me vezont graet a galon vat, a soñj din. Ar pezh a vez degaset gant an dud a gav gwelloc'h chom a-dreñv ur chomlec'h IP a zo talvoudus ha ne vezont ket o klask tabut bepred. Din-me ne rank ket bezañ serret Wikipedia outo. Met ne lavarjen eo dister labour BB kennebeut. Lod a gav gwelloc'h krouiñ kalzig a bennadoù, goude ma ne vezont ket gwall hir, lod all a grou nebeutoc'h met hiroc'h. Ur pennad krouet a c'hello bezañ astennet da c'houde. Ur skouer vat eo hini pennad "pomme" er wiki gallek. Berr-ha-berr, me 'garje kavet ur modus operandi a leuskje an holl da genlabourat amañ, hep tremenet dre barradoù-kounnar ha brezelioù-embann. Ur c'hinnig, ma weloc'h ur c'hemm graet gant BB pe unan eus an IPoù a gustum da reiñ dorn amañ, e c'helljec'h lakaat ar gaoz er bajenn gaozeal peotramant degas tud all da reiñ o soñj e-lec'h mont diouzhtu d'an emgann ? @Huñvreus, ma'z peus soñjoù all ? -- Lekemok (kaozeal) 15 Du 2022 da 11:39 (UTC)Respont

Fentus eo  : tud zo a gav mat labour ar re a gemer perzh, hag unan pe zaou a vez, kuzhet mat, o klask abeg ha fazi e kement ger pe silabenn graet gant ar re all, ha dreist-holl unan, e kement ger pe silabenn skrivet ganin. War zigarez e oar gwelloc'h brezhoneg eget
Daoulinomp hag azeulomp
nikun, evel-just. Met piv an den a oar gwelloc'h eget an holl re all, ma c'hallfemp daoulinañ dirazañ hag e azeuliñ? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 15 Du 2022 da 17:46 (UTC)Respont
@Lekemok: N’on ket sur e vefe a-walc’h, pe posubl zoken, ober evel a ginnigez, met gra ma kredez ober. N’am eus ket kalz amzer evit ar wiki er mare-mañ.
Kompren 'ran, n'eo ket aes ober pep tra. -- Lekemok (kaozeal) 16 Du 2022 da 12:59 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Tremenuan an Ytron Guerches Maria".