Kaozeal:Wikeriadur
Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn "Ich bin ein Hamburger" (Kennedy en Hamburg)
>Digoret eo bet al lec'h evit degemer ar wikeriadur brezhonek gant Spacebirdy, ur wikipedour eus Island d'an 18 Gwengolo 2005.
- Hello, I am not from Iceland and I did not start the Mainpage on br.wikt, this is a bit confusing because the conversion-script moved the Page "Main Page" to lowercase "main Page" when the automatic capitalization was switched off and there You find the one who started the Mainpage (degemer) [1]. That's why I left the istor at wikt:Kaozeal:Degemer.
- best regards --birdy (:> )=| 19 Mae 2007 da 22:40 (UTC)
Diwar-benn an anv
kemmañ- Savet eo ar ger gant "keriadur" e-lec'h geriadur. Kinnig a ran ober gant Wigeriadur, a zoujo un tamm muioc'h d'ar brezhoneg, pe gant Geriawiki , aesoc'h da zistagañ, ha doujusoc'h ivez ouzh ar brezhonek. Bianchi-Bihan 26 Du 2007 da 20:14 (UTC)
- pe savet kentoc'h (ha ne lâran ket e vefe reishoc'h) diwar "wik(i)-" "-eriadur"... --Neal (Kaozeal) 27 Du 2007 da 15:14 (UTC)
- Ne zouj ket ar ger *wikeriadur na d'an hawaieg (wiki lakaet da wik-) na d'ar brezhoneg (geriadur, lakaet da eriadur). Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 11:05 (UTC)
- dres ar pezh a skrivis: "ha ne lâran ket e vefe reishoc'h". ret eo anzav avat pa teuont da vezañ bev-brividik ne doujont ket atav ar yezhoù da rolennoù trizh an etimologiezh dre ret. hag anaouat a rez ar folk etymology? setu un nebeut skouerioù diwar ar saozneg (skouerioù n'int ken...):
- wannarexia ha vigorexia (kv. spagnoleg vigor+exia ha zoken big + orexia) [[diwar anorexia dielfennet > "*anor-" + *"-exia", e gwirionez diar ar gresianeg: an- + orexis
- workaholic (work + *-aholic) diwar patrom alcoholic diwar alhohol - -ic.
- beefburger (beef + *-burger) diwar patrom hamburger diwar an alamaneg "Hamburg + -er.
- a galon, Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 11:29 (UTC)
"Ich bin ein Hamburger" (Kennedy en Hamburg)
kemmañ- Ne ran ket foeltr forzh penaos eo savet ar gerioù saoznek, n'eo ket ma yezh. Plijout a ra din, evel brezhoneger, e vije doujet d'ar brezhoneg, gerioù ha yezhadur.
- Tud zo a soñjfe eo reizh en un holloueziadur. Gwelout a ran e tisplij da lod, netra ken.
- Krediñ a ran kompren eo kemmet da ali abaoe da evezhiadenn gentañ e krec'h ar bajenn. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 14:44 (UTC)
- plijus atav gallout kaout da ali-te hag atav gant un ton ten flour, seder hag hegarat (piv an hini eo a skriv ken alies all e ranker kaozeal - pe kaozeal an hini eo a rez-te eus frazennoùigoù ken plijus all evel "Ne ran ket foeltr"?). ha, n'eus forzh penao, daoust dit chom hep ober van eus ar pezh a vez graet gant yezhoù all e ranker anzav ez eo ar brezhoneg ur yezh hag e c'hell bezañ keñveriet gant yezhoù all. evel em eus bet tro da skrivañ a-us, merk ur yezh vev-birvidik an hini eo - seul vui a dud a vez o kaozeal ur yezh, seul pelloc'h ec'h a diouzh ar glanded - n'eus ket 'met lakaat ur sell war stad ar c'hembraeg. ha da dibab e vo (siwazh met hep mar ebet) buan pe vuanoc'h etre ur yezh c'han komzet gant un nebeudig a dud (nevezvrzhongron anezhe muioc'h-mui ouzhpenn) ha ledanaat tachenn ar yezh betek lakaat ar brezhoneg da vezañ yezh ar vretoned en o fezh en ur goll un tamm mat a c'hlanded eus bep tu (evel ma c'hoarvezh er skolioù diwan tamm-pe-tamm abaoe ar penn-kentañ p'am bez soñj mat), rak daoust ha m'eo mat (ne lâran ket ar c'hontrol) stourm evit ma chomfe ar yezh ar glanañ ar gwellañ (dreist-holl evit chom hep wvont war seuloù ar galleg, anat dit) ne vano ket ken glan all gwall bell ur wezh ma vo komzet en un doare ungal gant an darn vrasañ eus an dud hag ijinet e vo gante stummoù a-dreuz e´keñver ar gwriziennoù hag all. Ha n'eo ket un ali an hini on reiñ, da lârete eo ne difennan sav-poent personel ebet, rak keit ha m'emeur ganti em bije kavet gwell me ivez marteze ober en un doare all, mt klask kavout un displegadenn evit kompren penaos e c'hellje bezañ bet savet ar stumm-mañ'r-stumm (reizh e-keñver morfologiezh ar brezhoneg pe get. stummet e oan bet evel yezhonour ha klask a ran atav lakaat an diforc'h etre dielfennañ ar gwirvoud evit klask he chompren douzh un tu ha difenn un ali personel diouzh an tu all. A galon, --Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 15:36 (UTC)
Reizhadenn
kemmañN'eo ket "Ich bin ein Hamburger" ar pezh a disklêrias Kennedey, met kentoc'h "Ich bin ein Berliner". Marteze ne "rez ket foeltr forzh penaos" eo savet ar gerioù alamanek ivez 'michañs?! Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 15:36 (UTC)
- Anaout a ran mat an istor-se. Ma'm bije ezhomm ur gentel e oarfen digant piv goulenn.
- N'em eus ijinet ger alamanek ebet. Met ur farsadenn gozh e oa db JFK, na posubl ne blijfe ket d'an holl, en ur gaoz sirius-marv. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 16:32 (UTC)
- Evel-just. Bewezh ma fazian-me ec'h o evit farsal ivez... . N'eo ket ret goulenn evit reiñ kentelioù evel ma oares-te mat-tre... Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 16:40 (UTC)
- Alamaneg n'ouzon ket, met ur geriennoù bennak evel an holl, trawalc'h evit kavout fentus ar farsadenn, hag he c'hinnig d'ar re a zo prest d'he c'hompren.
- Ma fell dit krediñ e oan faziet, kred, ne ran foeltr forzh. Sur ne vin ket ken feuket ha tud zo a gred anavezout an Istor hag a ziroll kerkent ha ma welont tri ger alamanek evel ... evel dreist pep tra ... hag a lak ar re all da baeañ o dianaoudegezh... gant ur mousc'hoarzh evel-just. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 17:35 (UTC)
- met o farsal e oan-me ivez evel-just! ... Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 19:08 (UTC)
- N'em boa ket taolet evezh ouzh ar farsadenn-se c'hoazh: tud zo a gare farsal o serriñ kont ur c'henlabourer en amzer-se. Bianchi-Bihan 10 Mae 2009 da 17:53 (UTC)
- met o farsal e oan-me ivez evel-just! ... Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 19:08 (UTC)
- Evel-just. Bewezh ma fazian-me ec'h o evit farsal ivez... . N'eo ket ret goulenn evit reiñ kentelioù evel ma oares-te mat-tre... Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 16:40 (UTC)