Karel Treybal
Karel Treybal a zo bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1885 e Kotopeky, e mervent Praha (Tchekoslovakia) ha marvet d'an 2 a viz Here 1941.
Gober a reas e studi war ar gwir. Anvet e voe da gadoriad lez-varn Velvary, nepell eus Praha. Ur c'hoarier amatour e oa, met e live uhel a lakaas anezhañ e-mesk an 50 gwellañ c'hoarier ag ar bed e-pad prantad brasañ e vuhez [1]. Kampion Tchekia e voe e 1907 ha kampion e 1921, a-gevred gant Ladislav Prokeš.
Bravañ disoc'h hiniennel Karel Treybal a voe an c'hwec'hvet plas bet tapet gantañ, a-gevred gant Aaron Nimzowitsch e tournamant Karlovy Vary (Karlsbad) e 1923. Eno e voe trec'h war Aleksandr Alec'hin hag a zeuas da vout kampion ar bed e 1927.
Karel Treybal a c'hoarias e skipailh broadel Tchekoslovakia e-doug 3 Olimpiad Echedoù .
- E miz Gouere 1930, ouzh an eilvet tablenn en 3vet Olimpiad e Hambourg (+3 –4 =6).
- E miz Gouere 1933, ouzh an eilvet tablenn er 5vet Olimpiad e Folkestone (+4 –3 =5).
- E miz Eost 1935, ouzh ar bedervet tablenn en 6vet Olimpiad e Varsovia (+5 -1 = 9).
Tapout a reas ur vendalenn argant-skipailh e 1933 e Folkestone .
Karel Treybal a varvas e-pad dalc'hidigezh e vro gant an nazied alaman. Harzet ha bac'het e voe ganto d'an 30 a viz Mae 1941 araok bout tamallet evit bout pourchaset armoù d'ar Rezistañs ha bout bet gantañ ur bistolenn hep aotre. N'ouier ket ma oa gwir pe gaou an tamall. Barnet e voe da varv. D'an 2 a viz Here 1941 e voe kaset d'ar marv.
N'oa ket bet rentet e gorf d'e familh ha n'ouier ket pelec'h e oa bet lakaet.
Partiennoù
kemmañDave
kemmañ- Note 3729 gant Karel Mokrý e Chess Notes Archives [10]
Ul levr diwar e benn
kemmañ- Ladislav Prokeš, Dr. Karel Treybal, 1946.