Karl Benz
Anv Karl Benz
Ganet 25 a viz Du 1844
e Karlsruhe ( Dugelezh-veur Baden)
Marvet 4 a viz Ebrel 1929
Ladenburg (Alamagn)
Broadelezh Alamagn Alamagn
Micher ijinour
Brudet evit kirri-tan Mercedes-Benz
Enorioù doktor honoris causa skol-veur Karlsruhe (1914)
Pried Bertha Ringer
Bugale Eugen, Richard, Clara, Thilde, Ellen


Karl Benz (gant Karl Friedrich Michael Benz d'ar 25 a viz Du 1844 e Karlsruhe4 a viz Ebrel 1929 e Ladenburg) a oa un ijinour alaman, unan eus diaraogerien ar sevel kirri-tan, ha krouer Benz & Cie hag a zeuas da vezañ Mercedes-Benz e 1926, goude kendeuziñ gant Daimler Motoren Gesellschaft.

E vuhez

kemmañ

E skol-veur Karlsruhe e studias ar ijinerezh mekanikel. E 1871 e krouas e embregerezh kentañ, ma veze gwerzhet dafar da liorzhañ, ha bloaz goude e timezas gant Bertha Ringer. Pemp bugel a voe ganet : Eugen (1873), Richard (1874), Clara (1877), Thilde (1882) hag Ellen (1890). E 1883 e krouas an embregerezh Benz & Cie ha stagañ a reas gant sevel kefluskerioù greantel e Mannheim.

Diorren ar c'hentañ karr Benz

kemmañ
 
Karl Benz
 
Teirrodeg Benz 1, 1886
 
Benz Velo, 1894
 
Benz Ideal, 1901 e Deutsches Museum München

E 1885 e labouras Benz war an Teirrodeg Teo : implijout a reas un teirrodeg hag ec'h ouzhpennas dezhañ ur bailh yenaet dre zour, ur sailhad ul litrad ha 560 watt, enaouiñ dre dredan, ur c'hlaped degemer renet hag ur voest tizhoù[1]. D'an 29 a viz Genver 1886 ec'h embannas ar breved DRP-37435.

D'ar 5 a viz Eost 1888 e voe tapet ar patrom Benz Patent Motorwagen gant e wreg Bertha hep lavarout dezhañ. Ganti e voe graet an hentad hir kentañ gant ur c'harr, da lavaret eo 104 c'hilometrad etre Mannheim ha Pforzheim[2]. Gant un tizh a 15 km/eur e reas ar veaj-se ar pezh a oa kalz d'ar mare-se. Profitañ a reas Karl evit gwellaat ar c'harr : ouzhpennañ un tizh da aesaat an tremen krec'hioù a voe e-touez ar c'hemmoù degaset gantañ[3].

E 1890 e kevredas gant Friedrich von Fischer, hag a voe lakaet e-karg eus ar melestradur ha gant Julius Ganss, lakaet e penn ar gwerzhañ. Ober a reas Karl Benz war-dro diorren rann deknik an embregerezh hag a greskas da vat.

E 1893 e voe savet ar c'harr Benz kentañ peder rod dezhañ, Benz Victoria e anv ha bloaz goude e voe savet ar Benz Velo, hag a voe implijet da batrom ar c'hirri-samm hag ar c'hirri-boutin kentañ e 1895.

E 1896 e voe krouet ar Benz Kontra-Motor gant ur c'heflusker daou sailh kontrol a-blaen. Kentañ karr-samm Benz a voe savet er memes bloavezh. E 1898 e voe azasaet rodoù kaoutchoug ouzh ar Benz Confortable. E 1899 e voe savet 572 karr hag e teuas Benz da vezañ unan eus brasañ embregerezhioù sevel kirri ar mare-se. Er memes bloavezh e voe savet karr-redadegoù kentañ Benz. E 1900 e voe savet 603 c'harr.

E 1910 e prenas Karl Benz «Süddeutsche Automobil-Fabrik» Gaggenau.

D'ar 25 a viz Du 1914 e voe lakaet Karl Benz da doktor honoris causa gant pennoù skol-veur Karlsruhe.

Krouidigezh Mercedes-Benz

kemmañ

E 1924 e voe lakaet boutin embregerezh Karl Benz ha hini Paul Daimler (mab ha warlerc'hiad Gottlieb Daimler, ha perc'henn war ar merk Mercedes roet dezhañ gant Emil Jellinek-Mercedes). E 1926 e kendeuzas an daou embregerezh hag evel-se e voe krouet Mercedes-Benz.

Notennoù

kemmañ
  1. Histoire de Mercedes-Benz
  2. Bertha Benz Memorial Route
  3. Jeroen Booij, La folle équipée de Bertha, in : Mercedes Magazine, miz Even 2008, p. 58-63

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.