Karl Schmidt-Rottluff

Karl Schmidt-Rottluff (1añ a viz Kerzu 1884 e Rottluff – 10 a viz Eost 1976 e Berlin) a oa ul livour hag un engraver alaman a gemeras perzh e Die Brücke hag en eztaolouriezh.

Buhez hag oberenn

kemmañ

Karl Schmidt a voe ganet e Rottluff, un distrig eus Chemnitz eo hiziv an deiz. E 1905 e tibabas an anv Schmidt-Rottluff. An arkitektouriezh a studias e Dresden, ha d'ar 7 a viz Even 1905 e voe una eus ar pevar studier (Ernst Ludwig Kirchner, Fritz Bleyl hag Erich Heckel) a grouas Die Brücke e Dresden. Diskouezadeg kentañ Die Brücke a voe aozet e miz Du 1905 e Leipzig. Divodet e voe ar strollad e 1913.

E 1937 e voe lamet 608 eus e livadurioù diouzh mirdioù Alamagn gant an Nazied, hag ul lodenn anezho a voe kinniget ganto da-geñver diskouezadegoù an arz disteraet ("Entartete Kunst"). E 1947 e teuas da vezañ kelenner e Skol-veur an arzoù e Berlin-Charlottenburg.

 
Plakenn da enoriñ Karl Schmidt-Rottluff ouzh an ti m'edo o chom etre 1947 ha 1976, 136 Schützallee e Berlin

300 koadengravadur, 105 maendresadenn, 70 engravadur ha 78 moullskeudenn a savas[1].

Notenn

kemmañ


Liamm diavaez

kemmañ