Ernst Ludwig Kirchner

Ernst Ludwig Kirchner (6 a viz Mae 1880 en Aschaffenburg - 15 a viz Even 1938 e Frauenkirch) a oa ul livour hag un engraver eztaolour alaman, hag unan eus krouerien Die Brücke, ur strollad a-bouez e-touez diaraogerien an eztaolouriezh en XXvet kantved. Emouestlañ a reas en arme da vare ar Brezel-bed kentañ, met buan e voe disoudardet abalamour d'un diwaskadenn. E 1933 e voe lakaet e oberennoù da arz disteraet gant an nazied hag e 1937 e voe gwerzhet pe distrujet ouzhpenn 600 oberenn savet gantañ. En em lazhañ a reas e 1938.

Ernst Ludwig Kirchner
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhReich alaman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denErnst Ludwig Kirchner Kemmañ
Anv-bihanErnst, Ludwig Kemmañ
Anv-familhKirchner Kemmañ
LesanvLouis de Marsalle Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Mae 1880 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAschaffenburg Kemmañ
Deiziad ar marv15 Mez 1938 Kemmañ
Lec'h ar marvDavos Frauenkirch Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhWaldfriedhof Davos Kemmañ
TadErnst Kirchner Kemmañ
Kompagnun(ez)Doris Große, Erna Schilling, Irene Altman, Elsbeth Luebke Kemmañ
Den heverkHermann Huber, Ludwig Schames Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh, Arzoù ar gweled Kemmañ
Bet war ar studi eTU Dresden Kemmañ
Lec'h labourBerlin, Dresden, Nürnberg Kemmañ
Strollad etnekGermans Kemmañ
Perzhiad edocumenta, Documenta II, Documenta III Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
LuskadExpressionism, expressionism Kemmañ
Ezel eusDie Brücke, Berlin Secession Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.ernstludwigkirchner.com/ Kemmañ
Deskrivet dreMunch, Kirchner Artworks Return to Jewish Collector’s Heirs, Guggenheim to return Kirchner painting to heirs of Jewish dealer, Berlin Street Fight Kemmañ
Dedennet gantImpalaeriezh trevadennel Alamagn Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour ePhiladelphia Museum of Art Library and Archives, Frick Art Research Library, College for Creative Studies Library Kemmañ
Critical catalogueErnst Ludwig Kirchner catalog Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Ernst Ludwig Kirchner : emboltred, 1919

Buhez hag oberenn

kemmañ

Ernst Ludwig Kirchner a voe ganet e Aschaffenburg e Bavaria.[1] E 1901 e stagas gant studiañ an arkitektouriezh er Königliche Technische Hochschule (skol-veur an deknologiezh) e Dresden. Ouzhpenn an arkitektouriezh e veze desket an tresañ, ar perspektiverezh hag istor an arzoù[2] Eno e teuas da vezañ mignon da Fritz Bleyl.[3] Divizout a raent war an arzoù hag e studient ivez an natur.[3] Boutin e oa o mennozhioù war veur a dachenn.[4]. Kirchner a gendalc'has da studiañ e München e 1903-1904, hag e tistroas da Dresden e 1905 a-benn kaout e ziplom.[1]

 
Marzella (1909-10)

E 1905 e voe savet Die Brücke (ar pont) gant Kirchner, Bleyl ha daou studier all : Karl Schmidt-Rottluff hag Erich Heckel.[1] Fellout a rae dezho mont dreist d'an arz akademiek hengounel ha kavout un doare nevez da ezteurel hag a vefe evel ur pont etre an amzer-dremenet hag an amzer-vremañ (sed orin an anv).[4] Dedennet e oant gant arzourien an amzer-dremenet evel Albrecht Dürer, Matthias Grünewald ha Lucas Cranach gozh, koulz ha gant luskadoù rakward etrebroadel o amzer.[4] Da ziskouez o liamm ouzh arz hengounel Alamagn e stagjont en-dro gant teknikoù kozh evel ar c'hoadengraviñ.[4]

Bras e voe levezon Die Brücke war red istor an arzoù en XXvet kantved, ha diwarnañ e tiwanas an eztaolouriezh.[5] Bodet e veze ar strollad e stal-labour Kirchner, hag a oa bet ur gigerezh a-raok.

Stal-labour Kirchner a zeuas da vezañ ul lec'h ma veze diskaret ar boazioù sokial : darempredoù-korf dibad a veze, hag alies e veze an dud en o noazh.[4] Aozet e veze prantadoù tresañ tud en o noazh ma kemere perzh holl izili ar strollad. N'eo ket patromoù a-vicher a zeue, met tud a anavezent : an drummded eo a glaskent.[4] Bleyl a venegas ur plac'h 15 vloaz anvet Isabella, hag a oa amezegez dezho evel "un den buhezek, laouen ha korfet-brav, hep an distummadurioù degaset gant giz ar gwiskañ rokedennoù. Klotañ a rae mat-tre gant hon ezhommoù arzel."[6]

Savet e voe ur manifesto (savet gant Kirchner dreist-holl) gant ar strollad. Engravet e voe er c'hoad. Ennañ ec'h embannent e oa ur remziad nevez "a felle dezhañ bezañ dieub en e arz hag en e vuhez, distag diouzh an nerzhioù kozh ha diazezet."[4]

E miz Gwengolo hag e miz Here 1906 e voe aozet diskouezadeg kentañ ar strollad e diskouezva K.F.M. Seifert and Co. e Dresden. Merc'hed en o noazh eo a oa an tem pennañ.[6]

E 1906 e kejas ouzh Doris Große, hag a voe e batrom karetañ betek 1911.[1] Etre 1907 ha 1911 e kasas e hañvezhioù e lennoù Moritzburg ha war enezenn Fehmarn (ma tistroas betek 1914) gant izili all Die Brücke. Merc'hed en o noazh en natur eo ar pezh a livas d'ar mare-se.[1] E 1911 e tilojas da vBerlin, ma savas ur skol-arzoù prevez anvet MIUM-Institut, asambles gant Max Pechstein. Fellout a rae dezho aozañ ar "Moderner Unterricht im Malen" (kelenn modern an arzoù). Ne rejont ket berzh ha serret e voe ar skol bloaz goude. D'ar mare-se e krogas Kirchner da zaremprediñ Erna Schilling. Betek fin e vuhez e padas an darempred.[1]

E 1913 e skrivas Chronik der Brücke ha da-heul e voe divodet ar strollad. D'ar mare-se e voe aozet e ziskouezadeg hiniennel kentañ e mirdi Folkwang en Essen.[1] E-pad an daou vloavezh da-heul e livas ur rummad taolennoù diwar-benn tem ar "Großstadtbilder" (skeudennoù meurgêrioù) ma tiskouez straedoù Berlin,[1] ha ma lakae gisti da duennoù pennañ.

 
Stal-labour Kirchner e Berlin e 1915

E miz Gwengolo 1914 ec'h emouestlas en arme met un diwaskadenn a reas ha disoudardet e voe. E-pad daou vloaz e tiskuizhas e sanatoriomoù e Taunus hag e Davos, e Suis.[1]

 
Emboltred e soudard (1915)

En un emboltred savet e 1915 en em ziskouezas gant un dorn troc'het, ar pezh ne c'hoarvezas biskoazh dezhañ. E 1918 en em stalias e un atant e Davos, ha diwar ar mare-se e livas dreist-holl gweledvaoù menezioù.[1]

War gresk ez eas e vrud ha meur a ziskouezadeg ma weled e oberennoù a voe aozet en Alamagn hag e Suis e 1920.[1] E 1923 e tilojas da Frauenkirch-Wildboden.[1] Un diskouezadeg vras a voe aozet e Basel ha da-heul e voe savet ar gevredigezh arzourien "Rot-Blau" gant al livourien suis Paul Camenisch, Albert Müller ha Hermann Scherer.[1] Kirchner a zeas da Alamagn evit ar wech diwezhañ e 1925-1926. A-hed ar bloavezhioù 1920 ez eas e vrud war gresk : ul levr ha lodenn gentañ holl e oberenn dreset a voe embannet e 1926, goulennet e voe gantañ sevel ur murlivadur da lakaat e mirdi Folkwang e 1927, hag e kemeras perzh e diskouezadeg daouvloaziek Venezia e 1928. E 1931 e voe degemeret en Akademiezh arzoù Prusia.[1]


E 1933 e voe lakaet Kirchner da "arzour disteraet" gant an Nazied ha goulennet e voe gantañ dilezel an Akademiezh. E 1937 e voe lemet ouzhpenn 600 oberenn savet gantañ diouzh mirdioù Alamagn, ha gwerzhet pe distrujet e voent.[7] Gwall skoet voe gant an afer-se ha gant aloubiñ Aostri gant an Nazied, hag en em lazhas e 1938.[7]

Er Stadoù-Unanet

kemmañ
 
Sinadur Kirchner

Diskouezadeg kentañ Kirchner er Stadoù-Unanet e voe aozet en Armory Show e 1913.[7] Ken abred hag e 1921 e voe prenet e oberennoù gant mirourien mirdioù amerikan.[7] E 1937 e voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ e Detroit Institute of Arts.[7] E 1992 hag e 2003 e voe aozet diskouezadegoù en National Gallery of Art e Washington.[7] E miz Du 2006 e voe gwerzhet e daolenn anvet Berlin (1913) da $38 gant Christie's[8] Un diskouezadeg vras a voe aozet ivez er MomA e New York etre an 3 a viz Eost hag an 10 a viz Du 2008[9].

Oberennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,00 1,01 1,02 1,03 1,04 1,05 1,06 1,07 1,08 1,09 1,10 1,11 1,12 ha1,13 "Ernst Ludwig Kirchner", Brucke Museum.
  2. "The Student Years of the Brücke and their Teachers", ingentaconnect.com (abstract of book by Peter Lasko), in Art History, Volume 20, Number 1, miz Meurzh 1997, pp. 61-99.
  3. 3,0 ha3,1 "Fritz Bleyl (1880-1966)", Brücke Museum.
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 4,5 ha4,6 "Kirchner - Expressionism and the city", Royal Academy, 2003.
  5. "The Artists' Association 'Brücke'", Brücke Museum.
  6. 6,0 ha6,1 Simmons, Sherwin. "Ernst Kirchner's Streetwalkers: Art, Luxury, and Immorality in Berlin, 1913-16", The Art Bulletin, miz Meurzh 2000, in findarticles.com.
  7. 7,0 7,1 7,2 7,3 7,4 ha7,5 "Ernst Ludwig Kirchner", National Gallery of Art, USA.
  8. German Artworks Soar Above Estimates ARTINFO 14 a viz Even, 2007 http://www.artinfo.com/news/story/25242/german-artworks-soar-above-estimates/
  9. Buruma, "Desire in Berlin," p. 19.


Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.