Karoline von Pfalz-Zweibrücken
Karoline Henriette Christine Philippine Luise von Pfalz-Zweibrücken, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1721 en Straßburg, ha marvet d'an 30 a viz Meurzh 1774 en Darmstadt, a oa dre zimeziñ langravez Hessen-Darmstadt. Lesanvet e oa al langravez veur, pe die Große Landgräfin en alamaneg.
Merc'h henañ an dug Christian III von Zweibrückende-Birkenfeld ha Caroline von Nassau-Sarrebruck e oa. Savet e voe en Elzas evel he breudeur ha c'hoarezed.
Landgravez Hessen
kemmañE miz Eost 1741, da 20 vloaz, e timezas e Zweibrücken da Ludwig IX von Hessen-Darmstadt. Ur falldimeziñ e voe: Karoline a oa troet gant ar sonerezh hag al lennegezh, he fried a oa ur jeneral prusian ha ne wele nemet dre arz ar brezel. Dispartiañ a rejont abred: hi a oa o chom e Bouxwiller, ha Ludwig e Pirmasens, en tu all d'ar Roen.
Kenskrivañ a reas gant ar roue Frederig II Prusia, ha bez e oa unan eus ar maouezed ral en deveze un tamm istim oute. Ur verc'h dezhi a zimezas d'ur mab dezhañ.
Bugale
kemmañEizh bugel o doe.
- Karoline (1746–1821)
- dimezet e 1768 d'al landgrav Friedrich V von Hessen-Homburg (1748–1820)
- Friederike (1751–1805)
- dimezet e 1769 d'ar roue Friedrich Wilhelm II von Preußen (1744–1797)
- Ludwig Iañ (1753–1830), Dug-meur Hessen ha bei Rhein
- dimezet e 1777 d'ar briñsez Luise von Hessen-Darmstadt (1761–1829)
- Amalie (1754–1832)
- dimezet e 1774 d'ar priñs Karl Ludwig von Baden (1755–1801)
- Wilhelmine (1755–1776)
- dimezet e 1773 d'ar priñs Paul, seit 1796-Zar Paul I. von Russland (1754–1801)
- Luise (1757–1830)
- dimezet e 1775 d'an Dug-meur Carl August von Sachsen-Weimar-Eisenach (1757–1828)
- Friedrich (1759–1802)
- Christian (1763–1830)