Amalie von Hessen-Darmstadt
Friederike Amalie von Hessen-Darmstadt (1754 – 1832) a oa pedervet merc'h Ludwig IX von Hessen-Darmstadt .
He buhez
kemmañGanet e oa en Prenzlau, e Brandenburg. He zad, Ludwig IX von Hessen-Darmstadt (1719–1790) a oa landgraf Hessen-Darmstadt hag he mamm, ar gontez Henriette Karoline (1721–1774), a oa merc'h d'an dug Christian III von Zweibrücken-Birkenfeld.
Amalie a voe degaset da Sant Petersburg gant he mamm e 1772 da weladenniñ lez Rusia, rak unan eus danvez-priedoù ar priñs Paul e oa, met tro wenn a reas-hi rak hennezh a gavas gwell dimeziñ d'he c'hoar Wilhelmina Luisa von Hessen-Darmstadt.
Dimeziñ ha bugale
kemmañAmalie a zimezas d'he c'henderv Karl Ludwig von Baden e miz Gouhere 1775. Hennezh a oa mab da Karl Friedrich von Baden ha goude marv e dad e 1806 e teuas da vout kentañ Dug-meur Baden, ha da Karoline Luise von Hessen-Darmstadt, a oa merc'h d'al landgraf Ludwig VIII von Hessen-Darmstadt.
He bugale
kemmañEizh bugel he doe, daou vab ha c'hwec'h merc'h dimezet mat e lezioù Europa, ma veze graet mamm-gaer Europa anezhi. :
- div verc'h c'hevell:
- Amalie Christiane (1776–1823), a chomas plac'h yaouank.
- Karoline Friederike Wilhelmine (1776–1841), dimezet e miz Meurzh 1797 d'an dug Masimilian von Zweibrücken (1756–1825), a voe anvet da priñs-dilenner Pfalz ha Bavaria, hag e 1804 da roue Bavaria, ha hi a oa dugez, priñs-dilennerez ha rouanez Bavaria neuze;
- Luise (1779–1826), dimezet e 1793 d'an tsar Alesant Iañ Rusia (1777–1825)
- Friederike (1781–1826), dimezet e 1797 da roue Sveden, Gustav IV Adolf (1778–1837); dizimeziñ a rejont e 1812.
- Maria Elisabeth Wilhelmine von Baden (1782–1808), dimezet e 1802 d'an dug Friedrich Wilhelm von Braunschweig-Wolfenbüttel (1771–1815)
- Karl Friedrich (1784–1785), marvet en-bihan;
- Karl (1786–1818), dug-meur Baden, dimezet e 1806 da Stéphanie de Beauharnais (1789–1860);
- Wilhelmine (1788–1836), dimezet e 1804 d'he c'henderv an dug-meur Ludwig II von Hessen (1777–1848), mamm da seizh bugel, hag unan anezho, Marie von Hessen-Darmstadt (1824-1880), a voe impalaerez Rusia evel he moereb Luise von Baden (1779–1826).
He buhez
kemmañ
A-hed he friedelezh e klemmas diwar-benn pegen yen outi e oa he zad-kaer Karl Friedrich ha pegen bugelel e wreg.
E 1801 ez eas gant he ziegezh da welout he merc'h, deuet da vout impalaerez Rusia, hag alese da-gaout he eil merc'h, rouanez Sveden. Hervez deizlevr ar briñsez Hedvig Elisabeth Charlotta e oa ur plac'h a spered hag a benn, ha sentus outi e oa he fried.[1]
Levrlennadur
kemmañ- Anna Schiener, Markgräfin Amalie von Baden (1754-1832). Verlag Friedrich Pustet, Regensburg 2007
- Günther Schiwy: Eichendorff S. 242
- Edelgard Spaude: Eigenwillige Frauen in Baden, Rombach, 1999
Notennoù
kemmañ- ↑ Cecilia af Klercker (1936). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok VII 1800-1806 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte VIII 1800-1806) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag Stockholm. 140 p. ISBN 362103.