Friedrich Wilhelm von Braunschweig-Wolfenbüttel

Friedrich Wilhelm von Braunschweig-Wolfenbüttel, lesanvet der Schwarze Herzog (an Dug Du), ganet d'an 9 a viz Here 1771 e Braunschweig, ha lazhet d'ar 16 a viz Mezheven 1815 en emgann Quatre Bras de Baisy-Thy, a oa ur priñs ha jeneral alaman.

Friedrich Wilhelm von Braunschweig-Wolfenbüttel, lesanvet ar priñs Du, 1809.

E penn arme Braunschweig e oa a-enep arme Napoleon en Alamagn. Dug Braunschweig-Wolfenbüttel, Braunschweig-Bevern, Braunschweig-Danneburg, Braunschweig-Göttingen, Braunschweig-Salzderhelden ha Braunschweig-Osterode e oa adal 1806. Ren a reas dugelezh Braunschweig-Wolfenbüttel etre 1806 ha 1807 a-raok aloubadeg ar C'hallaoued. Adkemer a reas ar galloud e 1813. Lazhet e voe daou zeiz a-raok emgann Waterloo.


Mab e oa da Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig, Dug Braunschweig-Lüneburg, ha da Augusta von Hannover. Kenderv ha breur-kaer e oa da George IV.

E 1789 e oa kabiten en arme Prusia ha brezeliñ a reas a-enp an arme c'hall. E 1805 e teuas da vout Dug Oels .


Dimeziñ

kemmañ

Dimeziñ a reas en 1802 da Maria Elisabeth Wilhelmine von Baden‎ (1782-1808), merc'h da Karl Ludwig von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt, ha c'hoar da Luise von Baden (1779–1826), impalaerez Rusia, ha da rouanez Sveden.

Bugale

kemmañ

Daou vab o doe, an eil e oa an dug Wilhelm von Braunschweig-Wolfenbüttel marvet en 1884, an hini diwezhañ eus ar skourr Braunschweig-Wolfenbüttel.