Karoline Luise von Hessen-Darmstadt

Karoline Luise von Hessen-Darmstadt, pe Karoline Luise von Baden (* 1723 en Darmstadt; 1783 en Pariz) a oa ur briñsez alaman, eus Hessen-Darmstadt, deuet da vout markgravez Baden dre zimeziñ, ha louzawerez.

Karoline Luise von Baden (1723-1783), gant Jean-Étienne Liotard (1702–1789).
Karoline Luise von Baden (1723-1783)

He buhezAozañ

Merc'h e oa da Ludwig VIII von Hessen-Darmstadt (1691–1768) ha da Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg (1700–1726). He mamm a varvas pa ne oa nemet tri bloaz. Savet e voe gant tud he mamm e Buchsweiler, en Elzas. Soñjet e voe he dimeziñ da Dug Cumberland, met mont a reas an taol da gazh. Ur priñs all, hini Schwarzburg-Rudolstadt en devoa goulennet he dorn, a reas ur soñj all a-benn ar fin.

MarkgravezAozañ

Dimezet e voe e miz Genver 1751 e Darmstadt da Karl Friedrich von Baden, Markgraf Baden-Durlach eus 1738 da 1771, ha dug-meur Baden adal 1771 betek e varv.

Degas a reas da gêr Karlsruhe, diazezet e 1715, ha deuet da vout sez nevez lez Baden, doareoù lez he zad-kozh, Ernst Ludwig von Hessen-Darmstadt. Ganti e teuas Karlsruhe da vout ur greizenn a sevenadur hag a studi a bouez en Alamagn.

Desket e oa, pemp yezh a gomze, kenskrivañ a rae gant Voltaire (bec'h a save etreze a-wechoù), ha sachañ a reas da vetek Karlsruhe tud evel ar barzh Johann Gottfried von Herder, Johann Caspar Lavater, ar romantour Johann Wolfgang von Goethe, Friedrich Gottlieb Klopstock, Christoph Willibald Gluck ha Christoph Martin Wieland, ma


Tresañ ha dourlivañ a rae, hag ezel e oa eus Akademiezh Arzoù-kaer Danmark. Ar c'hlav-kerdin a sone e chapel al lez.

Troet e oa gant ar skiantoù natur, ar plant, al loened, ar vein, an douarouriezh, ar fizik, ar gimiezh, ar medisinerezh. Un arnodva he doa savet e palez Karlsruhe hag arnodoù a bep seurt a rae ennañ.

Carl von Linné a reas Glückskastanie Carolinea Princeps L. eus ar pachira aquatica abalamour dezhi, ha Friedrich Wilhelm von Leysser a voe gopraet ganti da zastum plant eviti.

Bevañ a rae diwar he gounidoù ha krouet he devoa ul labouradeg siavon ha kantolioù.

Ul lamm fall a dapas e 1779, ha ne deuas ket en he yec'hed en-dro. Mervel a reas goude ur barrad e-kerzh ur veaj da Bariz gant he mab Friedrich.

Mont a reas he dastumadegoù da vagañ ar Staatliche Kunsthalle Karlsruhe ha Mirdi Skiantoù-natur Karlsruhe, ar Staatliches Museum für Naturkunde Karlsruhe[1].

Addimeziñ a reas Karl Friedrich von Baden d'ar 24 a viz Du 1787 da Louise Caroline Geyer von Geyersberg, ha pevar bugel all en doe.


BugaleAozañ

 
Karoline Luise hag he mibien, Karl Ludwig ha Friedrich. Poltred gant Joseph Melling, 1757.

Pevar bugel he doe[2]:

LevrlennadurAozañ

en alamaneg:

  • Karl Obser, Karoline Luise (Markgräfin von Baden), in Allgemeine Deutsche Biographie (ADB), Band 55. Duncker & Humblot, Leipzig 1910, S. 510–513.
  • Claudia Kollbach, Karoline Luise von Baden-Durlach als Mutter ihrer kranken Kinder. Medizinische Praktiken als Teil der Prinzenerziehung in der zweiten Hälfte des 18. Jahrhunderts, in: "Zeitenblicke 4" (2005), Nr. 3 (Volltext)
  • Jan Lauts, Der Monogrammist FR von 1760: Johann Friedrich Reiffenstein und seine Schülerin Markgräfin Karoline Luise von Baden, 1982
  • Jan Lauts, Karoline Luise von Baden: ein Lebensbild aus der Zeit der Aufklärung, Müller, 1980
  • Annelis Schwarzmann, Badisches Landesmuseum Karlsruhe: Caroline Luise, Markgräfin von Baden, 1723-1783: Ausstellung anlässlich der 200. Wiederkehr ihres Todesjahres, K. Theiss, 1983

NotennoùAozañ

  1. https://web.archive.org/web/20081017023239/http://genealogy.euweb.cz/brabant/brabant13.html
  2. https://web.archive.org/web/20180922181952/http://genealogy.euweb.cz/baden/baden4.html#KF

Pennadoù karAozañ