Christoph Willibald Gluck

Christoph Willibald Gluck, ganet e Erasbach d'an 2 a viz Gouhere 1714 ha marvet e Vienna e 1787, zo ur sonaozour alaman. Kelenner war ar c'han ha kelenner krav-kerdin Marie-Antoinette (a deuio da vezañ rouanez Bro-C'hall da c'houde) e oa. Degaset en deus mennozioù nevez d'an opera gant e adreizhadur. Degas a raio an dram en opera da skouer hag enebiñ a reas ivez a-enep ar piccinisted. Unan eus sonaozerien bouezusañ eus ar mare klasel eo hep disoñjal Joseph Haydn, Wolfgang Amadeus Mozart, Karl Ditters von Dittersdorf, Franz Krommer ha Carl Philipp Emanuel Bach.

Poltred Christoph Willibald Gluck gant Joseph Siffred Duplessis, 1775.

E vuhez kemmañ

Mab ur c'hoadour eus Bavaria e oa, e dad a oa soudard o servij priñsed Lobkowitz. Tad Christoph Willibald Gluck a gemeras, goude e servij, micher hengounel ar familh, e dad a varvo pinvidik memestra. Christoph Willibald Gluck en deus studiet e Skol-Veur prederouriezh Praha adalek 1731. Met a vihanik en deus bet donezonoù e-keñver ar sonerezh hag e dad a save a-enep d'an donezonoù-se. Desket en doa Christoph Willibald Gluck seniñ gimbard, benveg a ra nebeut a drouz, gellet en deus giz-se kuzhaat d'e dad e c'hoarie gant ur benveg sonerezh bennak. E 1734, e zeas kuit eus ti e dad evit bezañ muzisian e Vienna. Studiañ a reas e Milano e 1735 gant Giovanni Battista Sammartini, kelenner Gluck. E opera gentañ a vo savet e 1741 a-drugarez d'ar c'helenner. Operaoù all a savo da c'houde etre 1745 ha 1746 e Italia hag e Londrez. Kejañ a reas gant Lord Middlesex, rener Opera c'hoariva Haymarket. C'hoari a reas un opera e 1746 hag en deus graet berzh. Awenet eo bet gant ar vythologiezh evit krouiñ an opera-se, La Caduta de Gianti (Diskar ar ramzed) e anv. e miz Ebrel eus ar memes bloavezh e c'hoario Artamene hep Tigrane 1743. E-pad ur veaj e Bro-Saoz e tizolo sonerezh Georg Friedrich Haendel ha dont a ra da vezañ mignon-bras ar sonaozour Thomas Arne.

Kuitaat a reas Bro-Saoz ha beajiñ a reas e-pad 3 bloavezh etre (Dresden, Kopenhagen, Napoli ha Praha). E 1748, e lako da c'hoari e Aix-la-chapelle e Seminaride riconosciuta. Ar 15 a viz Gwengolo 1750 e timezas gant Maria Anna Pergin. N'o do bugel ebet asambles met advabet o deus ur verc'h, Marianne, ganet e 1759 ha marv abred e 1776. En em staliañ a reas e Vienna e 1752, e vicher a oa rener laz-senniñ priñs Saks-Hildburghausen ha mestr chapel. Kregiñ a reas da skrivañ operaoù-fent gall evit c'hoariva lez ar roue ha da c'houde e aozas tonioù dihued italian. Mignoned dezhañ a glasko kavout ur post el lez evitañ met c'hwitañ a raio. E 1759 eo anvet e c'hoariva al lez ha buhan a-walc'h en do ur pañsion digant ar roue. Kejañ a reas gant ar barzh Ranieri Simone Francesco Maria de Calzabigi ha gant ar c'horollour Gasparo Angiolini. Ganto e savas ur c'horolladeg-jestraouer: Don Juan e anv (1761). Ar bloavezh war-lec'h e aozo an opera Orfeo ed Euridice, pezh a roio adreizhadur an opera da c'houde, unan eus e bennoberennoù eo. E 1764 e roio un opera-fent, La rencontre imprévue, hag ar bloavezh goude e krouo div c'horolladeg ha div opera nevez, atav diwar skridoù-c'hoarigan Calzabigi, Alceste e 1767 ha Paride ed Elena e 1770.

Lakaat a reas e c'helennadur en opera gall hag e 1774, e c'hoarias Iphigénie en Aulide ha Orphée et Eurydice, troidigezh c'hall diwar e opera savet e 1762. Berzh-bras en do ganto met eneberezh a oa d'ar mare-se gant difennerien ar sonerezh italian, en ho fenn Niccolò Vito Piccinni. An tabut agano e 1777 gant Armide (da heul troidigezh c'hall Alceste (1776)) ha da c'houde gant Iphigénie en Tauride e 1779, ar berzh brasañ en do gantañ ha gant Echo et Narcisse, e c'hwitadenn vrasañ. Azeulet gant Joseph Martin Krauss, e paouezas koulskoude Gluck gant e vuhez muzisian. Labourat a reas en-dro war Iphigénie en Tauride e alamaneg ha krouiñ a reas kanaouennoù memestra met nac'hañ a reas mont da Londrez. Mervel a reas d'ar 15 a viz Du 1787 e Vienna.

Oberennoù kemmañ

  • Artaserse, c'hoarigan Pietro Metastasio, c'hoariet e Milano d'ar 26 a viz Kerzu 1741
  • Demetrio, C'hoari-gan Pietro Metastasio, c'hoariet e Venezia d'an 2 a viz Mae 1742
  • Demofoonte, C'hoari-gan Pietro Metastasio, c'hoariet e Milano ar 6 a viz Genver 1743
  • Tigrane, c'hoariet e Krema d'ar 26 a viz Gwengolo 1743
  • Sofonisba , C'hoari-gan Pietro Metastasio ha Silvani, c'hoariet e Milano an 18 a viz Genver1744
  • La Finta Schiava, gant kenlabouradeg, C'hoari-gan Silvani, c'hoariet e Venezia an 13 a viz Mae 1744
  • Ipermestre, C'hoari-gan Pietro Metastasio, c'hoariet e Venezia an 21 a viz Du 1744
  • Poro, C'hoari-gan Pietro Metastasio, c'hoariet e Torino ar 26 a viz Kerzu 1744
  • Ippolito, c'hoariet e Milano an 31 a viz Genver 1745
  • La Caduta de' Giganti , C'hoari-gan an abbat Vanneschi, c'hoariet e c'hoariva Haymarket e Londrez ar 7 a viz Genver 1746
  • Artamene, opera e 3 akt, C'hoari-gan an abbat Vanneschi, c'hoariet e c'hoariva Haymarket e Londrez ar 4 a viz Meurzh 1746
  • Le Nozze d'Ercole e d'Ebe , opera, C'hoari-gan dianv, c'hoariet e Pillnitz an 29 a viz Even 1747
  • Semiramide riconosciuta, c'hoarigan Pietro Metastasio, c'hoariet en Aix-la-Chapelle ar 5 a viz Mae 1748
  • La Contesa de' Numi, serenata e 2 lodenn, c'hoariet e Charlottenborg an 9 a viz Ebrel 1749
  • Ezio, c'hoarigan Pietro Metastasio, c'hoariet e Praha ar 26 a viz Kerzu 1749
  • Issipile, c'hoarigan Pietro Metastasio, c'hoariet e Praha e 1751-1752
  • La Clemenza di Tito, c'hoariet e Napoli ar 4 a viz Du 1752
  • Les Pélerins de la Mecque ou La Rencontre imprévue, c'hoariet evit ar wech kentañ e Burgtheater Vienna e 1764
  • Le Feste d'Apollo, c'hoariet e Parma ar 24 a viz Gouhere 1769
  • Alceste, krouet e 1767 e Vienna, hag e 1776 e Pariz (troidigezh c'hall).
  • Iphigénie en Tauride, c'hoariet e Pariz an 18 a viz Mae 1779
  • Philemon et Baucis, c'hoarigan ha korolladeg
  • Orfeo ed Euridice, c'hoarigan