Aachen

kêr alaman
(Adkaset eus Aix-la-Chapelle)

Ur gêr gozh e kornôg Alamagn eo Aachen (Aix-la-Chapelle e galleg hag Aken e nederlandeg, diwar al latin Aquisgranum).

Iliz-veur Aachen

Emañ e rannvro Nordrhein-Westfalen, tost d'an harzoù gant Belgia hag an Izelvroioù. Tremen 250 000 den zo o chom enni. Ur skol-veur teknologiezh zo enni abaoe 1870.

Aachen a oa kêr-benn Karl Veur, impalaer Impalaeriezh santel roman german. Pa varvas e 814 e voe beziet Karl Veur en iliz-veur a voe savet gantañ eno e 796.

Kalz a zistruj a voe en Aachen e-pad an Eil Brezel-bed. Hi eo ar gêr vras kentañ a voe ac'hubet en Alamagn gant an Amerikaned hag ar Gevredidi e 1944.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.