Masimilian Iañ Jozeb
- Ur pennad Masimilian Iañ zo ivez.
Maximilian Jozef von Zweibrücken, pe Masimilian Iañ Jozeb (Mannheim, 27 Mae 1756 – München, 13 Here 1825) a voe kont Ribeaupierre, priñs meur a zouar en Elzas, ha goude dug Zweibrücken, kont Birkenfeld,dug Bavaria ha priñs-dilenner an Impalaeriezh Santel eus 1795 betek 1805 da gentañ, ha goude-se kentañ roue Bavaria, eus 1806 betek e varv e 1825. Evel dilenner e oa Masimilian IV, evel roue e oa Masimilian Iañ Jozeb.
E vuhez
kemmañMab e oa da Friedrich Michael von Pfalz-Zweibrücken-Birkenfeld (1724–1767), dug Pfalz-Birkenfeld-Bischweiler, ha d'e bried Maria Franziska Dorothea von Pfalz-Sulzbach (1724–1794). Skoliet e voe e Strasburg hag e gelennerien e oa Pierre de Salabert, abad Tholey, hag ar Breizhad Agathon Guinement. 11 vloaz e oa pa varvas e dad digantañ en 1767, ma chomas e-unan da gentañ. E vamm a oa bet kaset kuit eus lez he fried goude genel ur mab hag a oa diwar un aktour. Masimilian a voe skoliet dindan evezh e eontr Christian IV von Zweibrücken, a roas bod dezhañ e kenkiz an tiegezh Zweibrücken. E 1766 e teuas da vout kont Rappoltstein, hag e 1777 ez eas da goronal en arme Roue Bro-C'hall. Buan e savas da vajor-jeneral, hag etre 1782 ha 1789, edo o chom e Strasburg. Er c'heid amzer-se , e skol-veur Strasburg, edo Klemens von Metternich, a oa da vezañ kanseller impalaer Aostria, a gavas bod ur pennadig e ti ar Priñs Masimilian.
Dimezioù
kemmañDiv wech e timezas.
1. Da Auguste Wilhelmine von Hessen-Darmstadt, ha pemp bugel o doe :
- Ludwig Iañ Bavaria (1786–1868), roue Bavaria, a zimezas e 1810 d'ar briñsez Therese von Sachsen-Hildburghausen (1792–1854)
- Auguste (1788–1851), a zimezas e 1806 da Eugène de Beauharnais, besroue Italia, dug Leuchtenberg ha priñs-dilenner Eichstätt (1781–1824) ;
- Amalie (1790–1794), marvet da 4 bloaz ;
- Charlotte (1792–1873) a zimezas div wech : e 1808-1814 da Wilhelm, priñs pennhêr Württemberg (1781–1864), hag e 1816 da Franz Iañ Aostria (1768–1835), impalaer Aostria ha roue Hungaria
- Karl (1795–1875), a zimezas div wech : e 1823 da Varie Anna Sophie de Pétin (1796–1838), "Freifrau von Bayrstorff", hag e 1859 da Henriette Schoeller (1815–1866), "Freifrau von Frankenburg".
2. Goude marv e bried ec'h addimezas ar roue intañv da Garoline Friederike Wilhelmine von Baden, hag eizh bugel o doe :
- Ur mab (ganet marv 1799) ;
- Maximilian Joseph Karl Friedrich (1800-1803), marvet da 3 bloaz ;
- Elisabeth Ludovika von Bayern (1801-1873), dimezet e 1823 da Friedrich Wilhelm IV, roue Prusia (1795-1861), marvet divugel ;
- Amalie Auguste Bavaria (1801-1877), dimezet e 1822 da Johann Iañ roue Saks (1801-1873) ;
- Maria Anna Leopoldine (1805-1877), dimezet e 1833 da Friedrich August II, roue Saks (1797-1854) ;
- Sophie Friederike Dorothea Wilhelmine (1805-1872), dimezet e 1824 da Franz Karl von Österreich (1802-1878) ;
- Ludovika Wilhelmine (1808-1892), dimezet e 1828 d'ar priñs Max Joseph in Bayern (1808-1888) ;
- Maximiliane Josepha Karoline (1810-1821), marvet da 11 vloaz.