Friedrich Michael von Pfalz-Zweibrücken-Birkenfeld

Friedrich Michael von Pfalz-Zweibrücken-Birkenfeld (Rappoltsweiler, 27 C'hwevrer 1724Schwetzingen, 15 Eost 1767), a oa dug Pfalz-Birkenfeld-Bischweiler ha kont Rappoltstein.

Friedrich Michael von Zweibrücken-Birkenfeld poltredet gant Heinrich Carl Brandt)
E arched er St. Michaelskirche , e München.

Ganet e oa e Rappoltsweiler e 1724. Mab e oa da g-Christian III von Pfalz-Zweibrücken-Birkenfeld (1674-1735) ha da g- Karoline (1704–1774), hag o eil mab e oa.

E 1746 e timezas da Maria Franziska Dorothea von Pfalz-Sulzbach (1724–1794), merc'h da Joseph Karl von Pfalz-Sulzbach ha c'hoar d'an dilennerez Elisabeth Auguste.

Hêr an dug e teuas da vezañ en 1751 pa reas e vreur henañ Christian un dimeziñ morganatek.

Eured ha bugaleAozañ

Dimeziñ a eure Friedrich Michael e 1746 e München da Maria Franziska (1724–1794), merc'h da Joseph Karl Emanuel. Bugale o doe:

dimezet e 1774 d'ar briñsez Marie Amalie von Sachsen (1757–1831)
  • Klemens August Joseph Friedrich (1749–1750), marvet da ur bloaz;
  • Maria Amalie Auguste (1752–1828)
dimezet e 1769 d'ar roue Friedrich August Iañ, roue Sachsen (1750–1827)
dimezet e 1780 d'an dug Wilhelm in Bayern (1752–1837)
e 1785 da Auguste Wilhelmine von Hessen-Darmstadt (1765–1796)
e 1797 da Karoline Friederike Wilhelmine von Baden (1776–1841)

Gant Louise Chaveau en doe ur mab:

  • Carl Friedrich Stephan (1767–1834), aotrou Schönfeld (seit 1813), kont von Otting ha Fünfstetten (seit 1817), dimezet div wech
e 1792 da Luise Magdalene Wilhelmine von Porubsky (1766–1799)
e 1809 da Wilhelmine Luise Camilla, Markizez Montperny (1788–1874)

Brezel Seizh vloazAozañ

Frederick Michael, evel gouarnour kêr Mannheim a voe anvet e 1758 da Feldmarschal an Impalaeriezh santel, pennrener arme an impalaer, er Brezel Seizh Vloaz a-enep Frederig Veur. Goude ar roustad tapet en emgann Rossbach, e teuas a-benn da adsevel an arme impalaerel en-dro, ma voe medalennet gant an impalaerez Maria Theresia. En diskar-amzer 1758 e aloubas Saks, e kemeras kreñvlec'h Sonnenstein hag e lakaas seziz war Leipzig.

E varvAozañ

Mervel a reas e Schwetzingen e 1767.

NotennoùAozañ