Kastell Loevestein (Slot Loevestein e nederlandeg) zo ur c'hastell eus an Izelvroioù, bet savet er Grennamzer gant ar marc'heg Dirc Loef van Horne etre 1357 ha 1397.

Kastell Loevestein, gwelet eus an oabl.

Betek an Eil Brezel-bed, Kastell Loevestein a oa un tamm eus an Nieuwe Hollandse Waterlinie, ul linen-difenn diazezet e kornôg an Izelvroioù, ma c’halle an douaroù izel bezañ beuzet diwar ziviz. Bremañ ez eo deuet ar c’hastell da vezañ ur mirdi istorel.

Savet e voe Kastell Loevestein e-kreiz an Izelvroioù, e kember kozh ar stêrioù Maas ha Waal (e kumun Zaltbommel, e Gelderland). Da gentañ ne oa nemet ur savadur brikennoù, ma veze lakaet ar bigi a dremene war ar stêrioù da baeañ gwirioù. Er XVIvet kantved, da vare Gwilherm an Tavedeg, e voe kresket ar savadur da vont d’ober ur c’hreñvlec’h difennet-mat. E-pad ar brezel etre Spagnoled hag Izelvroiz e kouezhas etre krabanoù ar Spagnoled dre ziv wech a-raok chom da vat gant Izelvroiz e 1572. Adalek 1619 e teuas ar c’hastell da vezañ un toull-bac'h evit prizonidi bolitikel. E-touez an dud a voe bac’het ennañ e c’haller menegiñ ar gwiraour hag ar politikour Hugo de Groot (Hugo Grotius), brudet en Izelvroioù evel "tad ar gwir etrebroadel modern". Dont a reas a-benn da dec’hout kuit e 1621, kuzhet en un arc’h levrioù.

Skeudennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ