Kastell Neuschwanstein
Kastell Neuschwanstein (disaget [nɔʏˈʃvaːnʃtaɪ̯n] en alamaneg) zo ur c'hastell eus an XIXvet kantved, e kumun Schwangau, e Bavaria. Savet e oa bet gant Loeiz II, roue Bavaria, etre 1869 ha 1886. Bez' eo unan eus ar savadurioù gweladennet gant ar muiañ a dud en Alamagn. Abaoe marv ar roue Loeiz II, e 1886, eo digor ar c'hastell d'ar weladennerien. Abaoe an amzer-se ez eus bet tremen 50 milion a dud o tont da weladenniñ ar c'hastell, unan eus ar re vravañ zo en Alamagn. Perc'hennet eo gant stad Bavaria.