Kastell Reoz a voe savet en Xvet kantved war un uhelenn war ribl ar Gwilen, e kumun Reoz, er c'hreisteiz da Redon.

Aspadennoù eus kastell Reoz

En amzer ar C'halianed hag ar Romaned dija e oa Reoz ul lec'h a bouez dre ma c'halled treuziñ ar Gwilen eno. Ur voudenn-gastell a oa war bord ar stêr er Grennamzer uhel. Eno e voe Alan Veur, roue Breizh, oc'h ober e annez, a lavarer, d'ar mare ma oa o vrezeliañ a-enep an Normaned, en IXvet kantved. Dismantret e voe ar voudenn-gastell gant an Normaend en Xvet kantved, met adsavet e voe ur c'hastell mein gant diskennidi Alan Veur diwezhatoc'h.

Kavell tiegezh Reoz e voe ar c'hastell. Un tiegezh a bouez e oa e Breizh, en amzer-se. Kalz a zouaroù oa doa er parrezioù tro-dro Reoz (Alaer, Begaon, Glenneg, Fegerieg...) ha pelloc'h, e Roc'h-an-Argoed, en Azereg, e Malastred, e Donez... Yann IV Reoz (1447-1518) a oa e penn arme Breizh en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Er bloavezh-se ivez e voe distrujet ar c'hastell gant ar C'hallaoued, ha digant Anna Vreizh e resevas Yann IV ur sammad a 100 000 skoed aour evit adsevel e gastell, kenkoulz ha re Elven (kastell an Argoed), Ankiniz ha Roc'h-an-Argoed.

Annezet e voe ar c'hastell betek kreiz ar XVIvet kantved ha dilezet goude Brezel ar C’hevre, ha pa’z eas an tiegezh da get. Gant ar c'hardinal Richelieu e voe roet urzh d’e ziskar e 1629, met ne voe distrujet nemet tammoù mogerioù ha tourioù. Kouezhañ a reas an tour-meur e 1799, gant ur c'hren-douar. Hiziv an deiz ne chom nemet rivinoù anezhañ, e-kreiz ar gwez.

Gwechall e oa ur porzh e-harz ar c'hastell, en hanternoz dezhañ. Gwirioù a veze paeet dezho gant ar bagoù a dremene war ar Gwilen. Er c'hreisteiz d'ar c'hastell e oa ur pont koad, gwechall, da vont dreist ar stêr. Da aotrounez Reoz e veze paeet ar gwirioù-treizh. Kouezhañ a reas ar pont en e boull e 1543 ha lakaet e voe ur vag-treizh en e lec’h.

Liammoù diavaez

kemmañ