Katrín Jakobsdóttir

Katrín Jakobsdóttir (ganet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1976 e Reykjavík) zo ur bolitikerez eus Island, ezel eus Strollad glas an tu-kleiz ha dilennet da gannadez en Alþingi abaoe 2007.
Ministrez eo bet meur a wech, etre 2009 ha 2013. E 2013 he doa kemeret penn he strollad, hag e miz Du 2017 e oa bet anvet da gentañ ministrez Island, en ur gouarnamant savet gant ar strolladoù Vinstrihreyfingin - grænt framboð, Framsóknarflokkurinn ha Sjálfstæðisflokkurinn.

Katrín Jakobsdóttir, e 2012

Katrín Jakobsdóttir he deus studiet an islandeg hag ar galleg e skol-veur Island. Graet he deus un dezenn diwar-benn ar skrivagner islandek Arnaldur Indriðason. A-raok en em ouestlañ d'ar politikerezh he deus labouret evit Ríkisútvarpið (RÚV), Servij broadel ar skinwel hag ar skingomz.

Liammoù diavaez kemmañ