D'an 20 a viz Eost 1956, e-pad brezel Aljeria, e voe aozet kendalc'h Soummam.

Palioù ar C'hendalc'h

kemmañ

Kendalc'h Soummam a zo bet graet evit ober bilañs ar brezel hag bet kroget e 1954, evit aozañ an dazont hag evit sevel ur stur evit ma c'helfe an Aljerianed tizhout ur peoc'h hag ur vro nevez ha frank. He fal a oa ivez krouiñ ur strollad renn broadel evit aozañ an emzavadeg, kempenn un ekonomiezh, ar c'hehentiñ. Holl dileuridi politikel Aljerian o deus kemeret perzh.


Deiziad ha lec'h

kemmañ

Dibabet eo bet an deiziad hag al lec'h ar c'hendalc'h goude meur a gejadenn etre pennoù ar zonennoù, bodet er zonenn 3, evit ar surentez hag evit bezañ kuzhet. Ar geriadenn Ifri Ouzellaguen, e-kichen koadeier Akfadou, a zo bet choazet evit ar c'hendalc'h. Rennet eo bet ar c'hendalc'h gant Larbi Ben M'hidi hag e sekretour-veur Abane Ramdane.


Kudenn an Aozadur

kemmañ

Goude bezañ graet ar bilañs eo bet gwelet dre-se tuoù mat ha fall abaoe penn-kentañ an dispac'h hag o efedoù war an dachenn diabarzh ha diavaez. Goude dek devezh tabut, eo bet divizet gwellaat ar bolitikerezh ez milourel, ekonomikel, sokial, ideologel Aljerian. Sed aze ar pezh a zo bet votet:

1) Lakaat ur stur ideologel ha politikel d'an dispac'h ha da c'houde d'ar Stad Aljerian.

2) Didroc'h an tiriad e 6 wilaya: pep wilaya en do e rannvroioù da heul. Aljer a vo ur zonenn emrenn. Pal ar wilaya a oa aesaat ar c'hehentiñ dreist-holl.

3) Aozañ hag urzhiañ an ALN en ur krouiñ gradoù disheñvel evit ar soudarded.

4) Un aozadur politikel resis.

5) Krouidigezh ar CNR (conseil national de la révolution), kiriek eus al lezennoù, hag ar CCE (comité de coordination et d'éxécution), kiriek eus melestradur an dispac'h.

6) Ul liamm etre an ALN hag an FLN. Mestr e vo ar galloud politikel war ar galloud milourel.

7) An dreistelezh a vo gant an diabarzh war an diavaez en ur zoujañ ouzh pennaen ar renerezh bodadel.

8) An arsav-tan, tabutoù, ar gouarnamant da c'hortoz,...