Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Mohamed Larbi Ben M'hidi (en arabeg: العربي بن مهيدي) a zo bet ganet e 1923 nepell ag Ain M'lila en Aljeria . Lakaet eo bet d'ar marv gant al lu gall en nozvezh an 3 hag ar 4 a viz Meurzh 1957 en un atant ag ar Mitidja e-pad Brezel Aljeria.

Larbi Ben M'hidi
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denالعربي بن مهيدي Kemmañ
Anv-bihanLarbi Kemmañ
Deiziad ganedigezh1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAïn M'lila Kemmañ
Deiziad ar marv4 Meu 1957 Kemmañ
Lec'h ar marvAljer Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ Kemmañ
Killed byPaul Aussaresses Kemmañ
Lec'h douaridigezhEl Alia Cemetery Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetchawiyeg, galleg, arabeg Kemmañ
Micherpolitiker, milour Kemmañ
Strollad politikelAlgerian People's Party Kemmañ
Ezel ar skipailh sportUS Biskra Kemmañ
RelijionIslam Kemmañ
BrezelBrezel Aljeria Kemmañ
Deskrivet dreQ124850966 Kemmañ
Larbi Ben M'hidi, a-raok bezañ lazhet gant an arme c'hall

Brogarour aljerian ha koronal en ALN e oa.

Dedennet eo gant ar politikerezh hag ar c'hoariva. Emezelañ a ran ouzh an MTLD e 1945. Goude miz Mae 1945 e tibab bevañ kuzh. Klask a ra ar polis war-e-lerc'h, en aner. E 1950 ez eo barnet daoust d'e ezvezañs ha kondaonet da 10 vloaz toull-bac'h abalamour d'e oberoù dispac'hel hag enep-lezenn. E penn an Aozadur Ispisial edo e rannvro Oran. Kemer a ra penn ar Wilaya 5 (bro Oran) adalek penn-kentañ an dispac'h. Daoust d'an diaesterioù e penn-kentañ, dont a ra a-benn da sevel un aozadur efedus. E 1957 e kemer perzh e Kendalc'h ar Soummam. Dilennet eo er CCE. Lezel a ra e letanant, Boussouf, e penn ar Wilaya 5 ha mont a ra da Aljer da ren ar stourm. Tapet eo gant soudarded Bigeard e-pad Emgann Aljer. Jahinet eo. Nac'h a ra komz.