Kentañ brezel Maisor ouzh Bro-Saoz (1767-1769)

Kentañ brezel Maisor ouzh Bro-Saoz (1767-1769), an hini kentañ eus ar pevar a voe, a oa ur brezel kaset gant Hyder Ali, sultan rouantelezh Maisor, ur rouantelezh e mervent India, evit bezañ mestr war Su India. Berzh a reas ar sultan, ha darbet e voe dezhañ kemer Madras digant ar Saozon.

Kentañ brezel Maisor ouzh Bro-Saoz (1767-1769)

Kemer ar galloud a reas Hyder Ali, pennjeneral arme ar rouantelezh, goude marv ar roue, ar maharaja Krishnaraja Wodeyar II en 1760, ha distroadañ an dierniezh Wodeyar, a oa e penn ar vro abaoe deroù ar XVvet kantved. Gantañ e voe kresket douaroù ar rouantelezh hag aloubiñ a reas Bednore, Sundra, Sera, Canara ha Guti.

Klask a reas ar Saozon ober da Nizam Hyderabad ober brezel da Hyder Ali, met an Nizam a roas e harp d'ar Sultan. A-benn ar fin ne badas ket pell, hag e C'hwevrer er bloaz goude e sinas un emglev nevez gant ar Saozon.

Brezelioù all a voe goude c'hoazh.

Gwelet ivez kemmañ