Kenteliou brezounek

Kenteliou brezounek zo ul levr skol a oa bet savet gant Jean-Marie Apprioual (1842-1906), alias "Frère Constantius", evit kelenn galleg dre ar brezhoneg er skolioù kristen. « Méthode de Landivisiau » a reer alies e galleg eus al levr-se.

Daou levr a oa e gwirionez.

  1. Kenteliou brezounek da drei e gallek – Enseignement du français par le breton – Livre de l'élève, graet evit ar vugale, embannet e 1899 ; n'eus ennañ nemet rolloù gerioù ha testennoù brezhonek, gant ur c'heriaoueg brezhoneg-galleg er fin.
  2. Kenteliou brezounek troet e gallek – Enseignement du français par le breton – Livre du maître, graet evit ar vistri-skol, embannet e 1900 ; ennañ e adkaver rolloù gerioù ha testennoù brezhonek al levr evit ar vugale, gant un droidigezh anezho e galleg.

Dre ma oa savet al levr gant ur beleg hag evit ar skolioù kristen e tenn ar braz eus an testennoù-se d'ar relijion gatolik (Doue eo ger kentañ ar gentel gentañ, da skouer).

Ur stumm berraet eus an oberenn-se a voe embannet, dindan an titl Abrégé de la méthode de Landivisiau, gant ur bodad anvet Comité de préservation du breton armoricain hag a oa ur skourr eus an Association bretonne. Frañsez Vallée a oa er bodad-se.

Liammoù diavaez

kemmañ