Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Cynfeirdd, pe Kentvarzhed e brezhoneg, eo an anv a reer eus ar c'hentañ barzhed kembraek anavezet, barzhed ar VIvet kantved da gentañ. Komz a reer e kembraeg eus mare an Hengerdd, ar varzhoniezh kozh.

Met tamm-ha-tamm eo bet arveret ar ger evit ober anv eus ar varzhed kembraek betek marevezh ar Gogynfeirdd, Barzhed ar Briñsed (Beirdd y Tywysogion).

Komz a reer e kembraeg eus Canu'r Bwlch pa reer anv eus ar varzhoniezh etre mare an Hengerdd ha hini Barzhed ar Briñsed.


E-touez labourioù ar varzhed meneget evel cynfeirdd (kentvarzhed) emañ oberennoù Aneurin ha Taliesin, ar re vrudetañ anezho.
Ur varzhoneg arbennik eus ar marevezh-se ivez eo Armes Prydain (i.e. Armoù Breizh, Breizh-Veur ar mare-hont), barzhoneg brogar a c'halv da vountañ ar Saozon e-maez, savet war-dro.

Alies e vez liammet an Hengerdd ha Mojennoù a veze kontet gant Cyfarwydd an amzer. Ar re anavezetañ eo Canu Llywarch Hen ha Canu Heledd. Darn eus ar barzhonegoù a gaver e Levr Du Caerfyrddin (Llyfr Du Caerfyrddin) ha Levr Ruz Hergest (Llyfr Coch Hergest) a zo eus marevezh ar Gentvarzhed ivez.

Yr Hengerdd kemmañ

Danvez diorroet er pennad Yr Hengerdd.

E-touez ar varzhed koshañ emañ Aneirin, Taliesin, Cian, Talhaearn Tad Awen ha Blwchfardd. Hiziv ne gomzer nemet eus labour Aneirin ha Taliesin ken. Hengerdd (barzhoniezh kozh) a vez graet eus ar marevezh-se. Setu ar varzhoniezh koshañ a gaver e kembraeg kozh, a vefe reishoc'h envel brezhoneg kozh, pa oa e yezh Brezhoned an hanternoz e skrivent, hag en Hen Ogledd en-eeun.

Meuleudi pennoù-brezel Brezhoned ar VIvet kantved er vro-hont a gane Aneirin ha Taliesin. Lidet e veze ganto ganedigezh ha marv an harozed ha haelded ar rouaned evel Urien Rheged ("paeron" Taliesin) ha Mynyddog Mwynfawr ("paeron" Aneirin).

Canu'r Bwlch kemmañ

Danvez diorroet er pennad Canu'r Bwlch.

Joseph P. Mac Fhlannchaidh (Clancy) en deus troet un dibab eus barzhonegoù ar Gentvarzhed e saozneg en e levr, The Earliest Welsh Poetry.

Da welout kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Joseph P. Clancy, yn The Earliest Welsh Poetry. Detholiad o waith y Cynfeirdd mewn cyfieithiad.
  • A.O.H. Jarman, The Cynfeirdd (Caerdydd, 1981). Cyfres "Writers of Wales".
  • Brynley F. Roberts (gol.), Early Welsh Poetry (Aberystwyth, 1988)
  • Gwyn Thomas, Y Traddodiad Barddol (Caerdydd, 1976). tt. 19-109.