Keusteurenn leue
Ar geusteurenn leue zo ur meuz hag a vez aozet gant kig leue (tammoù a c'haller goulenn digant ur c'higer), a vo bervet, karotez hag amann.
Troc'het e vez ar c'hig e tammoù, ma n'eo ket bet graet gant ar c'higer. Lakaet e vez da boazhañ en dour gant karotez hag ognon.
Al lipig a vez graet o veskañ amann, bleud, ha dour diwar ar c'hig bervet. Kebell-touseg a vez mat e-barzh ivez.
Debret e vez gant riz, nouilhez, pe avaloù-douar. Ha ne vez ket debret yen!