Kevread Mali a oa ur stad eus Afrika.

Banniel Kevread Mali, gant al livioù panafrikan hag an arouez dogon "Kanaga".
Kartenn Kevread Mali

Savet e oa bet ar c'hevread-se e Genver 1959, gant bodañ Senegal, Soudan c'hall, Dahomey ha Volta Uhel, a oa holl trevadennoù gall betek neuze, en Afrique Occidentale Française. Buan-tre avat ez eas Dahomey ha Volta Uhel kuit diouzh ar c'hevread. Savet e voe ur vonreizh hag ur gouarnamant kevreadel e miz Ebrel 1959. Anvet e voe Léopold Sédar Senghor e penn ar parlamant ha Modibo Keïta e penn ar gouarnamant. Pep a bevar ministr a oa gant Soudan ha gant Senegal. E Dakar e oa diazezet ar gouarnamant. Anavezet e voe dizalc'hiezh Kevread Mali gant Bro-C'hall d'an 20 a viz Mezheven 1960.

Buan avat e voe dizemglev etre an dileuridi eus an div vro. D'an 20 a viz Eost 1960 e voe embannet dizalc'hiezh Senegal diouzh ar C'hevread, gant Senghor ha Mamadou Dia. Modibo Keïta a yeas kuit diouzh Dakar an deiz war-lerc'h. D'an 22 a viz Gwengolo 1960 e voe embannet dizalc'hiezh Mali, evel ur stad distag.

Levrlennadur

kemmañ