Feskenn

(Adkaset eus Klun)

Ar feskennoù (pe ar feskinier, pe an divfeskenn), pe peñsoù, pe ar c'hlunioù (pe an divglun) eo al lodenn fonnusañ eus revr an dud.

Lec'hiadur ar feskennoù

Kig kemmañ

Komzet e vez eus feskenn un ejen ivez pa gomzer eus boued.


Feskennoù an dud kemmañ

 
Ar gluteus maximus a zo unan eus kigennoù ar feskennoù.

Teir c'higenn gluteus dreist-holl a zo ouzh o ober: ar gluteus bras, ar gluteus krenn, hag ar gluteus bihan. Gante o-zeir eo e c'haller sevel ar c'haol ha treiñ ar vorzhed.

Gerioù deveret kemmañ

  • Ur feskennad, a zo un taol, pe taolioù, war ar feskinier. Peñsad, revrad, revriad, tersad, zo heñvelster.
  • Feskennata (evel peñsata, tersata) zo skeiñ war ar feskinier. An ober-se, e-barzh an desevel bugale, zo deuet da vout diamzeriet. E-barzh revelezh tud zo avat n'eo ket.
  • Un den feskennek, a zo tersek, peñsek.

Gerioù heñvelster kemmañ

 
Divfeskenn ur vaouez.

Sede un nebeud gerioù all a reer ganto e-lec'h lavarout feskennoù:

  • peñsoù
  • tersoù
  • divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
  • pastelloù
  • moñselloù
  • leternioù

Arz kemmañ

Awenet eobet an arzourien gant feskennoù brav.

Pennadoù kar a dost pe a bell kemmañ

Heñvelson kemmañ

  • Ur feskenn zo ivez ur feskad, pe ur feskennad, pe un teskad, ur guchenn, ur malan, er bomm ur feskenn blouz.
  • Komzet e vo ivez eus ur feskenn bannieloù.
  • Feskennoù ul levr zo ur strollad (pe strobad) pajennoù, pe kaieroù.