Kolonenn Phokas
Kolonenn Phokas, bet savet a-raok ar Rostra war Forom Roma, ha gouestlet (pe adouestlet) d'an impalaer bizantat Phokas d'ar 1añ Eost 608, zo bet ar monumant diwezhañ bet savet eno gant an Henromaned. Sevel a ra ar golonenn gorinthiat c'haranet da 13.6 m uhelder a-ziwar he sichenn varmor wenn diñsek a hañval bezañ bet savet da gentañ en Eil kantved. D'ar mare-hont ne veze ket gwelet an diazezadur brikennoù karrezek (skeudenn, a-zehou), rak ne voe ket dizoloet live a-vremañ ar Forom betek ar pavezioù aogustat orin a-raok an XIXvet kantved.
N'eo ket anavezet abeg resis an enor dibar-se daoust ma ouzer e voe roet da vat ar Panteon gant Phokas d'ar Pab Bonifas IV a zivizas e ouestlañ d'an holl verzherien santelaet ha ma voe ouzhpennet dezho ar Werc'hez Vari e-kerzh ar Grennamzer (Santez Vari ar Verzherien).
E laez ar golonenn e voe lakaet ouzhpennañ gant Smaragdus, anezhañ Eksark Ravenna, un delwenn alaouret skedus eus Phokas na chomas ket pell aze moarvat. E miz Here 610 e voe treitouret, paket, boureviet, lazhet ha dispennet Phokas. Bez' e oa eus Phokas un den bet ganet izel ha bet skrapet an tron gantañ. Dre holl e voe diskaret an delwennoù anezhañ. Kentoc'h eget ur merk anaoudegezh a-berzh ar Pab evel ma vez soñjet a-wechoù e tle an delwenn bezañ bet un arouez eus aotrouniezh an Impalaer war Roma, un aotrouniezh a oa o steuziañ da neuze abalamour da gwask al Lombarded. Bez' e oa ivez ur merk personel a anoudegezh a-berzh Smaragdus a oa bet lakaet un termen d'e hir amzer en harlu gant Phokas. Smaragdus a oa dleek e-keñver Phokas evit e renk galloudek e Ravenna.
Adimplijet e voe ar golonenn da c'houde evit dougen un delwenn all dediet da Ziokletian : Digizellet e voe an enskrivadur orin evit reiñ lec'h d'ar bomm a-vremañ.
Chom a reas ar golonenn en he lec'h. Uhel ha digenvez e-touez an dismantroù eo bet atav ur merk emlec'hiañ er Forom engravet ha livet alies er vedute. Gant an amzer e savas live al leur ha, d'ar mare ma reas Giuseppe Vasi ha Giambattista Piranesi o engravadurioù ha dourioù-kreñv, e-kreiz an XVIIIvet kantved, e oa bet douaret ar sichenn penn-da-benn.
Daveennoù
kemmañ- (en) René Seindal, "Kolonenn Phokas"
- (en) Encyclopaedia Romana "Kolonenn Phokas"
- (en) Christian Hülsen, 1906. Forom Roma : E istor hag ar savadurioù ennañ "Kolonenn Phokas"