Konrad Kyeser
Konrad Kyeser
Obererezh Medisin, soudard, skrivagner, ijinour brezel
Ganedigezh D'ar 26 a viz Eost 1366
en Alamagn
Yezh skrivañ Alamaneg
Oberennoù pennañ
Bellifortis

Konrad Kyeser, ganet d'ar 26 a viz Eost 1366 ha marvet goude 1405, a oa un ijinour ha skrivagner alaman. Brudet eo dre m'en doa skrivet al levr Bellifortis e-tro 1405. Al levr brudet-se a bled gant an teknologiezhoù brezel implijet er XVvet kantved. Da gentañ penn e oa bet savet evit ar roue Wenceslaus IV eus Bohemia, Kyeser, ur wech echuet e levr, a embanne e oa bet savet evit Roparzh Iañ, roue Alamagn.

Kyeser, genidik a Eichstätt, a oa bet stummet evel mezeg ha bevet en devoa e lez Padova a-raok mont d'ar groaziadeg a-enep an Durked a echuas fall spontus evit ar groazidi gant emgann Nicopolis e 1396. Kyeser a oa chomet e menezioù Bohemia e-pad ren Sigismund etre 1402 betek 1403.

Sellet a reer outañ evel ar c'hentañ ijinour eus an Azginivelezh, o vezañ bet savet oberennoù ha studiadennoù teknikel sklaer hag adimplijet gant reoù all. Bras e voe berzh al levr Bellifortis a voe embannet hag adembannet meur a wech. Un diazez eo chomet an oberenn-se evit skiant ar mekanikoù seziz brezel e-pad ur c'hantved d'an nebeutañ hag adskrivet e voe e-pad ar XVIvet kantved.