Koolav ar c'hakouz
Bet eo bet krouet "Koolau el leproso " gant Carlos Giménez diwar un oberenn gant Jack London e 1978.
Ganet eo bet Calos Giménez e Madrid d'ar 16 a viz Meurzh 1941. Brudet eo evit e oberennoù o tennañ da emvuhezskridoù evel Paracuellos a gont e vuhez pañsionad. Bet en deus bet "Alfred" ar gwellañ albom e Gouel Angoulême e 1981 ha Priz ar Glad e 2010.
Kontañ a ra Koolav ar C'hakouz stourm un den eus inizi Hawaii enep an Amerikaned o deus aloubet ar vro, klasket ober sklaved gant an annezidi, degaset labourerien a vro Sina da gemer o flas ha ganto al lorgnez. Dizesper eo an istor. Troet eo bet e brezhoneg hag embannet gant Keit Vimp Beo e 1983. 48 pajenn e gwenn ha du.