Keit Vimp Bev

(Adkaset eus Keit Vimp Beo)
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Keit Vimp Bev (Keit ha ma vimp bev) zo anv ur gevredigezh ha ti-embann brezhonek staliet e Laz (Kerne - Penn-ar-Bed). Embann a ra levrioù evit ar yaouankiz (albomoù, romantoù, bannoù-treset) ha mareadegoù yaouankiz (Rouzig, Louarnig), Un nebeut romantoù evit an oadourien a vez embannet gantañ ivez. Embannet e vez ivez ar gazetenn sizhuniek YA!. Krouet eo bet gant an ti-embann ar genstrivadegoù Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale
Krouet eo bet e 1982 gant Yann-Fañch Jacq ha chomet eo e penn ar c'hevarzhe. C'hwec'h goprad a zo o labourat ennañ.

Sikouret eo an ti-embann gant Rannvro Breizh, Kuzul departamant Penn-ar-Bed hag an DRAC (Direction régionale des Affaires culturelles).

Keit Vimp Bev en deus resevet meur a briz. E 2003 o deus resevet Priz dazont ar Brezhoneg evit ar gazetenn Meuriad. Hag ar gazetenn Ya ! en deus resevet Priz France 3 e 2005.

IstorAozañ

OrinAozañ

Er penn-kentañ e oa ur strollad tud yaouank dizimez a blije dezho mont d'ar festoù-noz. Buan o deus bet c'hoant da vont pelloc'h. Kroget o deus da labourat war tachenn an ekologiezh, oc'h aozañ devezhioù dastum boutailhoù gwer, war ar maez. Mont a raent e ti an dud a c'halve anezho evit en ober. Naetaat a raent ivez stêrioù.

Aozet o deus nozvezhioù tro-dro d'ar sevenadur, betek pediñ tud evel Patrig Ewen pe François Budet. Stajoù brezhoneg, festoù-noz, stajoù moullañ skritelloù a vez kinniget ganto ivez. War dachenn ar yezh o doa aozet ur seurt levraoueg a c'helle an dud kas-degas ganto. Dizoloet eo bet ganto labour Éditions du Lombard, ha plijet-tre e oant gant o labour. Treiñ a raent neuze ar bannoù-treset gant an dorn, lagadenn ha lagadenn. Met un nozvezh eo bet laeret diganto o dastumad en e bezh.

Prederiet o deus ha komprenet e oa sot ober al labour treiñ evit ur skouerenn hepken. Soñjet o deus neuze embann da vat. C'hoant o doa ober traoù brav, a galite hag a vefe dianv d'an dud. Setu n'o deus ket bet c'hoant embann Troioù-kaer Tintin hag a oa re vrudet. Kenlabouret o deus gant Éditions du Lombard dre ma oa levrioù a seurt-se o do c'hoant embann, evit tizhout ar re yaouank ivez. Komprenet o doa ne oa ket dedennus levrioù evel levrioù Al Liamm evit ar re yaouank. C'hoant o doa da dizhout ar re o doa c'hoant ober gant ar brezhoneg evit an dudi.

Buhez kentañAozañ

Kroget eo bet gant treiñ hag embann Yakari ha Buddy Longway, treset gant Derib, Jonathan, treset gant Cosey.

Buhez ar gevredigezhAozañ

An dud a youl-vat a ra war-dro ar gevredigezh:

  • Prezidantez ar gevredigezh : Charline Burnouf
  • Teñzorier : Yann-Fañch Jacq
  • Izili ar grevredigezh


Ur skipailh tud gopret a zo :

  • Sekretourez / kontourez : Magali Gallais
  • Kenurzhier / kazetenner war YA! : Gwennole Pavec
  • Kenurzhierez / Maketennourez war Louarnig : Camille Argouarc'h
  • Grafour / Kenurzhier war Rouzig : Owen Poho
  • Kehentiñ / maketennourez levrioù : Angelina Beauvir

EmbannadurioùAozañ

KazetennoùAozañ

Levrioù evit ar vugaleAozañ

Levrioù allAozañ

RomantoùAozañ

Evit ar vugale :
Gwelet Priz ar vugale

Evit ar re yaouank :
Gwelet Priz ar Yaouankiz

Evit an dud deuet :

Bannoù-tresetAozañ

  • Yakari, gant Derib-Job :
    • Yakari hag ar grizli
    • Prizonidi an enezenn
    • Yakari hag an ejen-moueek gwenn
    • Yakari e bro ar bleizi
  • Buddy Longway, gant Derib :
    • Levrenn 1 : Chinook
    • Levrenn 2 : An Enebour
    • Levrenn 3 : Tri den a zo paseet
    • Levrenn 4 : Ma unanik...
    • Levrenn 5 : Ar Sekred
    • Levrenn 6 : An Orignal
    • Levrenn 7 : Goañv ar c'hezeg
    • Levrenn 8 : An Dour tan
    • Levrenn 9 : An abadennoù chaseal kentañ pe Kentañ abadennoù chase
    • Levrenn 10 : An Diaoul gwenn

CDoù ha DVDoùAozañ

  • Fiñval
  • Noe
  • Ur marmouz bihan
  • Karr-tan ma zad
  • Pablo al louarnig ruz

C'hoarioùAozañ

  • Skolig al louarn
  • Memor al laboused
  • Loto
  • Skolig al louarn
  • Memor Natur ha Breizh
  • C'hoari 7 familh ar c'horf
  • Tanagra
  • Gwezboell

PrizioùAozañ

  • Gant Keit Vimp Bev e vez embannet ar romantoùigoù evit Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz savet dre ur genstrivadeg kinniget gant FEA.
  • Keit Vimp Bev en deus resevet Priz "Prizioù France 3" e 2001 hag ar gazetenn Ya ! en deus eñ resevet e 2005 (Rummad "Brezhoneger ar bloaz").

Liamm diavaezAozañ

Lec'hienn an ti-embann Keit Vimp Bev

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.