Kounlec'h Harozed Kruty
Kounlec'h Harozed Kruty (ukraineg: Меморіал пам'яті героїв Крут) zo ul lec'h da enoriñ 500 yaouaer marvet pa oant o tifenn Kyiv e-kerzh Emgann Kruty e 1918. Pal ar bagad soudarded yaouank a oa daleañ Bolcheviked al Lu Ruz. Stourmet o doa d'an 29 a viz Genver 1918. Ar c'hounlec'h zo ur golonenn ruz 10 metr uhelder lec'hiet war un dorgenn. Ouzhpenn-se ez eus ur chapelig gant ur groaz a-us hag ul lenn a zo tro-dro an dorgennoù. Digoret eo bet gant prezidant Ukraina Viktor Yushchenko e kêriadenn Kruty, en oblast Chernihiv d'ar 25 a viz Eost 2006.
Anv er yezh a orin | Меморіал пам'яті героїв Крут |
---|---|
Stad | Ukraina |
E tiriad | Kruty |
Daveennoù douaroniel | 51°4′52″N 32°9′33″E |
Tachenn | public art |
Istor
kemmañAn darvoudoù c'hoarvezet tro-dro kroashent-tren Kruty a oa chomet diveneg e-pad pell en istografiezh komunour, ar pezh a oa kaoz d'un toullad mojennoù betek ijinadennoù a bep tu. Da skouer, penn al Lu Ruz el lec'h, Muraviev, en doa embannet e oa bet o stourm e-pad daou zevezh a-enep nerzhioù broadel Republik Ukraina renet gant Symon Petliura. Brudoù a oa gant an niver a stourmerien kement hag an niver a golloù, etre 500 ha meur a vil. En gwirionez, Muraviev en doa goulennet daou zevezh evit dont a-benn da gempenn al linennoù-tren hag an ti-gar, hag adaozañ al lec'h. N'eus ket un istimadur ofisiel eus an niver a dud bet kollet en emgann, met hervez an dud bet o kemer perzh en emgann, e oa bet lazhet e-tro 250-300 difenner ukrainat e Kruty. N'eus nemet anvioù ar re bet prizoniet a zo deuet betek ennomp. Goude-se e oa bet beziet ar re varv e bered Askold e Kyiv.
Lid 2024
kemmañD'an 29 a viz Genver 2024 e oa bet ar prezidant Volodimir Zelenskiy ha pennoù bras al lu ukrainat Valerii Zaluzhnyi, Kyrylo Budanov, Vasyl Maliuk ha Roman Mashovets o kemer perzh el lid bloaziek[1].
Poltriji
kemmañ-
Sell hollek war ar c'hounlec'h
-
An div dorgenn
-
Lid koun gant Ukrainiz al luskad Vidsich
-
Ar gwel war al lenn