Kraj
Kraj (liester: kraje) a zo ur ger tchekek a vez implijet da envel rannoù melestradurel uhelañ a gaver er Republik Tchek hag e Slovakia. Peurliesañ e vez troet evel proviñs, rannvro pe tiriad, e gwirionez e talvez kentoc'h "(ul lodenn eus) ar vro". Ur c'hraj a vez rannet en okresy (kontelezhioù).
Ar c'hraje kentañ a voe krouet e Rouantelezh Bohemia e-pad ren Charlez IV er 14vet kantved hag e padjont betek 1862-1868. Adkrouet e voent e 1949 e Tchekoslovakia hag ez eus c'hoazh anezho hiziv an deiz (war-bouez un troc'h e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990).