Kreñvlec'h Carvoran
Magnis, pe Magnae, pe Magnae Carvetiorum, a oa anv latin ur c'hreñvlec'h roman eus proviñs Britannia, savet war Moger Hadrian, el lec'h anvet bremañ Carvoran.
Anv
kemmañMeneget eo an anv latin Magnis gant :[1] ː
- Dizanv Ravenna 10711 ː Magnis
- Notitia Dignitatum. XL43 ː Tribunus cohortis secundae Dalmatorum, Magnis
- Enskrivadur, RIB 1825 (bet kavet e 1766) ː ...) Aug(ust...) (...numeri (...) Magn(c)e(n)s(ium).
Evel anv kozh Kenchester e c'hallfe bezañ diwar *magno / *magni ( = maen, mein), pe diwar *magnon / *magnia ( = meur) .
Daveoù
kemmañ- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.