Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Maoour)
Izili hag ez-izili
|
Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Maoour) (e saozneg: Revolutionary Communist Centre of India (Maoist): RCCI(M)) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet er Pandjab en India e 1995 dindan an anv orin Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Marksour-Leninour) met em em zisrannañ a reas e div rann: Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Maoour) diouzh un tu Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Marksour-Leninour-Maoour) diouzh an tu all.
Shamsher Singh Sheri a oa kentañ Sekretour-Meur Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Maoour), bet dalc'het gantañ kendalc'hioù e 1996 hag e 2002.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag unan eus ar strolladoù bet savet gante Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA) an hini eo ouzhpenn bezañ bet ur c'hannad evit dont da vezañ un ezel eus al Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (RIM)
E miz Genver 2003 e kendeuzas Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Maoour) gant ar Greizenn Komunour Maoour, hag e teuas da vezañ Kreizenn Komunour Maoour India.